Ulaid
| Ulaid Rouantelezh Ulaid |
||||
|
||||
| Kêr-benn | Not specified | |||
| Yezh(où) | Hen-iwerzhoneg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Krouidigezh | ? | |||
| - Aloubet gant an Normaned | 1177 | |||
Ulaid a oa ur rouantelezh pe ur meuriad lec'hiet e biz Iwerzhon en-deus roet e anv d'ar broviñs a-vremañ Ulster. E Emain Macha, e-kichenn Armagh edo e gêrbenn. Da vare e c'halloud brasañ e talc'he Ulaid un dachenn en em astenne eus ar stêr Boyne war-du ar su betek kontelezh Leitrim war-du ar c'hornôk. E derou ar marevezh kristien o-doa kaset kuit an Uí Néill tu Ulaid betek kontelezh Down.
Hervez Annala Rioghachta Éireann e teraouas digresk Ulaid e 331 pa voe faezhet Fergus Foga gant Colla Uais en emgann Achadh Leithdheirg. Kollet e voe gantañ kornôk ar vro ha devet e voe Emain Macha. Dilezet e voe un tammig goude-se.
Derc'hel ar vro a reas tiernelezh an Dál Fiatach betek kreiz ar grennamzer, daoust ma kendalc'hjont da goll tirioù aloubet gant an Uí Néill. Peurzistrujet e voent gant an Normaned e 1777