Senones

Eus Wikipedia
Pobloù Galia er c’hentañ kantved kent JK
Pobloù Gallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

Ar Senones (Σήνωνες e gregach), pe Senoned, a oa ur bobl c’halian a oa o chom e hanternoz Galia Celtica, er c’horn-bro zo en-dro da gêr Sens hiziv. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Lingones er reter, Parisii en norzh, Carnutes er c‘hornôg, Bituriges er su. Agedincum (Sens) ha Metiosedum (Melun pe Meudon hiziv) e oa o c’hêrioù brasañ.

Lod eus ar Senoned a yeas dreist d’an Alpoù da vont da chom da Gallia Cisalpina (en Italia), war-dro 400 kent JK. Asambles ganto e voe pobloù galian all o vont eus Gallia Transalpina (en tu-mañ d'an Alpoù) da hanternoz Italia, evel ar Voied pe ar Senoned[1]. Kemer a rejont perzh en arigrap Roma e 390 kent JK. En em ziazeañ a rejont war aod reter Italia ha ganto e voe savet kêr Sena Gallica (Senigaglia), a zeuas da vezañ o c’hêr-benn.

E-pad ouzhpenn kant vloaz e voe ar Senones o vrezeliañ a-enep ar Romaned. A-benn ar fin e voent trec’het gant ar c’hoñsul Publius Cornelius Dolabella e 283 kent JK, ha kaset kuit eus o bro. War-lerc’h ne voe ket klevet anv anezho e Galia Cisalpina ken. Marteze ez ejont da draoñienn an Danav, a-gevret gant pobloù galian all.

Ar Senoned a oa o chom e hanternoz Galia Celtica, goude bezañ graet emglev gant Julius Caesar, a skarzhas o roue Cavarinos, a oa bet anvet gant ar Romaned. Brezel a rejont ouzh armeoù Caesar e 53-51 kent JK. E 51 kent JK e voe tapet o rener Drappes gant ar Romaned, pa oa o vont da zouaroù ar Provincia. Goude se ne voe ket klevet anv ken eus Senoned Gallia Celtica.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Polybios, Histories ii.17