Deiziadur juluan

Eus Wikipedia

Eus an deiziadur roman d'an deiziadur juluan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 46 kent JK e voe dibabet an deiziadur juluan gant Julius Caesar, a oa pontifex maximus da neuze, da lavarout eo ar beleg-meur, ha dre-se e oa en e garg disklêriañ pegoulz e vefe penn-kentañ ar bloaz. Adalek 45 kent JK e voe lakaet da dalvezout, da lavaret e 709 bloaz goude krouidigezh Roma hervez an deiziataer roman.

Diwar kuzulioù ar steredoniour egiptat Sosigenes a Aleksandria, en devoa jedet padelezh ur bloavezh heolel da 365 devezh hag 8 eurvezh, e oa bet graet e soñj gant Julius Caesar. Evit skeudenniñ ur bloavezh trovanel e voe savet an deiziadur juluan, anezhañ ur bloavezh reizh 365 deiz ennañ, rannet etre 12 miz ; un devezh a vije ouzhpennet bep 4 bloaz evit adtapout an dale – bloavezhioù bizeost e reeranezho.

  • Evit ma krogje ar bloavezh –45 da zevezh kentañ an deiziadur nevez e voe divizet astenn ar bloavezh kent dre ouzhpennañ 80 devezh dezhañ ; 445 devezh e padas ar bloavezh –46 eta.[1]

Betek an XXvet kantved e talvezas an deiziadur juluan e broioù zo.

Re a vloavezhioù bizeost a zeue gant ar reizhiad-mañ avat evit pezh a sell ouzh ar mareoù-bloavezh steredoniel a c’hoarveze un 11 munutenn bennak re abred bep bloaz. Hervez kont e vefe bet kelaouet Julius Caesar eus kement-se met ne verne ket kalz dezhañ.

Er XVIvet kantved e voe lakaet an deiziadur gregorian da dalvezout a-benn ma vije reishoc’h an traoù e-keñver ar gedez. Ne voe ket bras ar reizhadennoù avat.

  • Dre m'eo 365 devezh, 7 eurvezh, 48 munutenn ha 46 eilenn kelc'htrovezh rik an Douar tro-dro d'an Heol, goude 16 kantved e oa bet dastumet un dale a 13devezh gant an deiziadur juluan. E 1582 neuze e tivizas ar pab Gregor XIII lemel 10 devezh eus arbloavezh ; evit ma ne vije mui dale e tivizas ivez lemer an 29 a viz C'hwevrer eus kement bloavezh ar c'hantved (1600, 1700, 1800 hag all).[1]

Er broioù saoznek, pa vez forc’hellek an traoù evit ar pezh a denn d’an deiziad, ez eer gant Old Style (giz kozh, berraet en O.S.) hag er c’hontrol gant an New Style (giz nevez, berraet e N.S.) a dalvez kement ha deiziadur gregorian.
Niveret e oa bet ar bloavezhioù adalek ar mare ma vije aet Jezuz-Krist da zen, d’ar 25 a viz Meurzh ar bloaz 1añ (da lavaret eo 753 goude an 'ab urbe condita).

Meur a reizhiad niveriñ ar bloavezhioù a veze implijet gant an deiziadur julian : an ab urbe condita da gentañ (a dlee bezañ deiziad krouidigezh Roma) pe bloavezh ren penn ar vro. An anno Diocletiani a oa deuet gant Diokletian : gant e ren e kroge an niveriñ ha war a seblant e vije bet implijet c’hoazh goude e varv. An anno Domini a oa bet kinniget gant Dionysius Exiguus e-tro da 527 : implijet e voe tamm-ha-tamm e pep lec’h er bed [kristeniezh|kristen]].

Meur a reolenn a veze implijet gant an deiziataer roman, ar gourmizioù a oa daou hirder dezho ha miz C’hwevrer a oa un hirder disheñvel dezhañ evit lod bloavezhioù bizeost.

Daoust ma oa un tamm mat aesoc’h an traoù gant an deiziadur nevez-mañ ez eas ar veleien-veur e gaou ganti hag int e-karg da lakaat an deiziadur e pleustr er gevredigezh : ur gourdeiz bep 3 bloavezh ha n’eo ket bep 4 bloavezh a voe ouzhpennet ganto. Diwar se e voe re a c’hourdeizioù.

Gant Aogust e voe reizhet ar fazi-mañ dre skarzhañ meur a c’hourdeiz goude 36 bloaz e gaou.

Dre-se e tle bezañ urzh ar bloavezhioù bizeost evel-henn : 43 kent JK, 40 kent JK, 37 kent JK, 34 kent JK, 31 kent JK, 28 kent JK, 25 kent JK, 22 kent JK, 19 kent JK, 16 kent JK, 13 kent JK, 10 kent JK, 4, 8, 12 ha kement bloavezh bizesot zo bet.
Met mar fizier e skridoù kavet en Egipt e kaver : 44 kent JK, 41 kent JK, 38 kent JK, 35 kent JK, 32 kent JK, 29 kent JK, 26 kent JK, 23 kent JK, 20 kent JK, 17 kent JK, 14 kent JK, 11 kent JK, 8 kent JK, 4, 8, 12 ha kement bloavezh bizeost a zo bet.

Abalamour da berzh Julius Caesar hag Aogust e sevel an deiziataer e voe bet roet o anv da zaou viz dre dennañ Quintilis ha Sextilis, ar pempvet hag ar c’hwec’hvet miz (o vezañ ma oa miz Meurzh an hini kentañ).

Daouzek miz deiziadur juluan Sacrobosco[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Januarius (31 deiz)
  2. Februarius (29 ou 30 deiz)
  3. Martius (31 deiz)
  4. Aprilis (30 deiz)
  5. Maius (31 deiz)
  6. Junius (30 deiz)
  7. Julius (31 deiz)
  8. Sextilis (30 deiz)
  9. September (30 deiz)
  10. October (31 deiz)
  11. November (30 deiz)
  12. December (30 deiz)

Disfiz zo diouzh Sacrobosco war ar poent-mañ. Moarvat ez eus bet kammgemer gant hirder 10 miz ar bloavezh roman rak pa gonter mat e vank un deiz.

Marteze a-walc’h e oa 30 pe 31 deiz da bep eil evit bep miz diouzh ar bloavezh mod Julius Kaezar (ha 29 deiz da viz C’hwevrer pa ne oa ket ur bloavezh bizeost).

Daouezk miz an deiziataer juluan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Januarius (31 deiz)
  2. Februarius (29 pe 30 deiz)
  3. Martius (31 deiz)
  4. Aprilis (30 deiz)
  5. Maius (31 deiz)
  6. Junius (30 deiz)
  7. Julius (31 deiz)
  8. Sextilis (30 deiz)
  9. September (31 deiz)
  10. October (30 deiz)
  11. November (31 deiz)
  12. December (30 deiz)

Hervez kont, en 8 kent JK pa oa bet « profet » Sextilis da Aogustus e oa bet divizet e tlee bezañ kement a zeizioù d’ar miz-mañ ha ma oa d’ar miz e koun Julius Caesar. Rak-se e oa bet kemmet hirder an deizioù dre gas ar rinkladur betek miz C'hwevrer : 31, 28(29), 31, 30, 31, 30, 31, 31, 30, 31, 30, ha 31. Diwar-se eo hirder ar mizioù hiziv-an-deiz.

Adalek an Impalaeriezh roman betek 1582 e voe implijet an deiziadur julian en Europa. Gant ar pab Gregor XIII e voe embannet an deiziadur gregorian. Gant al lodenn vrasañ eus ar broioù katolik e voe lakaet e pleustr. D'ar c'houlz-se, a-benn ma vije gouel Pask d’ar 21 a viz Meurzh, termenet gant kedez-Veurzh, e voe divizet gant ar pab tennañ 3 deiz bizeost bep 4 c’hantved ha skarzhañ ar Yaou 4 hag ar Gwener 5 a viz Here 1582. Ne voe nemet Italia, Portugal ha Spagn a yeas diouzh soñj ar pab e 1582. E Frañs e voe divizet gant Herri III tennañ deizioù eus miz Kerzu. Ar broioù protestant a yeas diouzh se diwezhatoc’h hag ar borioù ortodoks a voe pelloc’h c’hoazh o cheñch o deiziadur.

E Sveden e voe divizet degemer ar deiziadur gregorian e 1753 met gant o deiziadur dezho e rejont etre ar 1añ a viz Meurzh 1700 hag an 29 a viz C'hwevrer 1712.

An deiziadur gregorian er broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) OlivierMarchon, Le 30 février et autres curiosités de la mesure du temps, Seuil, 2017 (ISBN 978-2-0213-0869-3)