Mont d’an endalc’had

Ana Popović

Eus Wikipedia
Ana Popović

Ana Popovic
Piacenza Blues Festival, 2010
Ganedigezh 13 a viz Mae 1976
Beograd
 RS Serbia
 RHS Yougoslavia
Micher Gitarourez
Kanerez-sonaozerez
Domani Blues,
Rhythm and blues
Blues Rock,
Funk, Soul, Jazz
Annez Beograd (1995-1998)
Utrecht (1998-2012)
Los Angeles (2012-bremañ)

Internet www.anapopovic.com

Ana Popović (serbeg : Ана Поповић), bet ganet d'an 13 a viz Mae 1976 e Beograd, Republik Sokialour Serbia d'ar mare ha Serbia bremañ, zo ur ganerez hag ur c'hitarourez blues serb.

1976-1981

Merc'h kentañ Milutin ha Vesna Popović eo Ana. Desavet eo bet en un tiegezh songarour e kêr gozh Beograd. A-hed he bugaleaj e welas hag e klevas he zad o seniñ ar gitar hag ar gitar boud ; tud all a veze pedet da zont da seniñ er gêr. Buan ez empennas an dastumad bras a sonerezh blues ha soul a oa en ti, ha d'an oad a 15 vloaz e tapas gitar Milutin da zeskiñ seniñ.

1981-1991

Mat e voe skoliadur Ana Popović, pa'z eo aes dezhi deskiñ. Digudenn e tapas he diplomoù, en desped da stad politikel he bro da vare Slobodan Milošević.

1991-1994

Buan e verzas he zad e oa muioc'h a zanvez en Ana eget ennañ e-unan. Petra bennak ma ne oa ket puilh an arc'hant en ti e voe kaset ar verc'h d'ur c'helenner, a voe souezhet gant he donezon p'he gwelas o tiorren he stil dezhi hec'h-unan.
Etre daou soñj e voe Ana pa voe echu ganti al likez : mont war-du ar gitar pe war-du ar studioù ? Degemeret e vije bet en holl skolioù-meur Beograd, hogen he dibab e voe mont war roudoù he zad ha studiañ an design[1] e Skol-veur Beograd.

1995-1998

A-stur gant he studioù e kendalc'he Ana Popović da wellaat he seniñ, hag e 1995 e tiazezas ar strollad Hush gant he mignon ar gitarour Rade Popović. Goude pleustradegoù en ur c'harrdi e Beograd Nevez e voe Hush war al leurenn.
Dre ma oa ur plac'h eus Ana e voe lakaet da eil gitar, met buan e voe kemmet penn d'an traoù. Etre 1995 ha 1998 e sonas ar strollad war holl leurennoù meur Yougoslavia, ur c'hantad a sonadegoù bep bloaz, hag ez-reoliek e veze gwelet war skinwel Yougoslavia.
A-c'houde steuziadur ar c'homunouriezh e veze ar sonerien en o frankiz evit beajiñ, setu e voe klevet Hush e festivaloù blues e Gres hag e Hungaria, kent dezho embann o fladenn gentañ, Hometown, e 1998.
Tapet ganti he diplom e Beograd e lakaas Ana he anv da studiañ design en Utrecht, ma voe degemeret. Un nebeud sizhunvezhioù a-raok deroù ar c'hentelioù avat e kasas un enrolladenn da Skol Sonerezh Utrecht ; dibabet e voe diouzhtu, ar pezh he lakaas d'ur forc'h etre daou remzad. Dre ma oa kreñvoc'h ar sonerez enni eget an ermegerez e voe aes dezhi dibab.
Gant kimiad ar c'hitarourez e rankas Hush distrollañ.

1999

Pa oa e Skol Sonerezh Utrecht e fellas da Ana Popović ober gant he gouiziegezh nevez war divoud damkaniezh ar sonerezh, ha ret e oa dezhi kavout peadra da baeañ ar c'hentelioù, ar pezh he lakaas da sevel ur strollad izelvroat. Ana Popović's Band a c'hounezas brud war leurennoù blues en Izelvroioù hag en Alamagn. Dre ma voe mui-ouzh-mui a c'houlennoù da seniñ e rankas Ana kuitaat Skol Utrecht, ha dre ma oa bombezadegoù e Beograd e tivizas sinañ ur gevrat gant an embanner alaman Ruf Records e Linwerra (Thüringen).

2000-2001

En diskar-amzer 2000 e veajas Ana betek Memphis (Tennessee) – "kavell ar blues hag ar rock 'n' roll" – da enrollañ he c'hentañ pladenn evit Ruf Records. E deroù 2001 e voe embannet Hush !, e koun ar strollad serb, a voe produet gant Jim Gaines evel pladennoù Stevie Ray Vaughan ha Carlos Santana. E-kerzh enrolladenn Hush ! e sonas Ana gant Bernard Allison, Eric Bibb, Eric Burdon, Popa Chubby, Taj Mahal, Buddy Miles, ha sonerien vrudet all war ur bladenn enrollet en enor da Jimi Hendrix anvet Blue Haze hag a zeuas er-maez d'an 12 a viz Gwengolo 2000 ; an tamm 13, Belly Button Window, eo an hini sonet gant Ana Popović[2].
Da heul Blue Haze e voe pedet Ana gant Bernard Allison da gemer perzh en e droiad ; war un tamm eus Hush ! e klever Allison o seniñ ivez gant Ana.

2002

Evel-just, Ana Popović a gemeras perzh er Jimi Hendrix Tribute tour en Europa.
Ana Popović's Band a droas en SUA evit ar wech kentañ.

2003

E Memphis adarre ez enrollas Ana he eil pladenn, Comfort to the Soul, evit Ruf Records. Da heul an oberenn-se ma klever blues, rock, soul ha jazz e voe roet da Ana Popović ar priz Best New Artist 2003 gant an aozadur WC Handy Awards e Memphis – biskoazh ne oa bet c'hoarvezet gant un den eus kevandir Europa.
E Rhythm & Blues Festival Peer e Belgia e voe pedet war al leurenn gant Solomon Burke ; goude-se e voe pedet gant "King of Soul" da genderc'hel gant e droiad.

2004

Kreskiñ a reas brud Ana war leurennoù ar bed a-bezh. Teir zroiad a reas en SUA ; e Kanada hag en Europa e sonas ivez. Dezhi ha d'he strollad e voe roet priz "Jazz à Juan – Révélation" e Juan-les-Pins, ar pezh a anzave barregezh Ana Popović war ar sonerezh jazz.

2005

Trede albom evit Ruf Records, Ana ! Live in Amsterdam a zeuas er-maez gant un DVD e miz Ebrel en Europa hag e miz Eost e SUA. Troiad dre Europa, hag ur sonadeg e Doubai aozet gant Ruf Records da geñver o Blues Caravan – Ladies Night ma sonas Ana gant Sue Foley ha Candye Kane.

2006

Pedet e voe Ana Popović hag he strollad da gemer perzh er Blues Cruise 2006 ; kentañ gwech e voe ma voe goulennet digant ur strollad europat seniñ a-hed an droiad veur-se.
E miz C'hwevrer e voe anavezet evel Blues Artist of the Year gant lennerien BluesWax Magazine.
E miz Gouere e resevas priz al Living Blues Award, ar c'hwec'hvet gwech, ma voe dibaet evel Gwellañ DVD blues 2005, Gwellañ soner war al leurenn, Gwellañ arzourez blues ha Gwellañ soner (gitar).
E miz Du e sinas ur gevrat gant Electo Groove Records hag ez eas da Los Angeles da enrollañ he fladenn gentañ evito.

2007

D'an 19 a viz Even : ar bladenn Still Making History, embannet er bed a-bezh gant Electo Groove/Delta Groove Music. Da heul an enrolladenn nevez e roas Ana Popović 152 sonadeg ; 7 troiad a reas e SUA, ma sonas Buddy Guy ganti. En Europa e troas ivez, e Mec'hiko hag e Rusia.
E miz Here e voe pedet da dreiñ gant ar gitarour izelvroat Jan Akkerman.
En hevelep miz e voe Still Making History en 8vet renk ar Billboard Blues Chart, 7vet e voe e miz Du, ha 4re e miz Kerzu.

2008

D'ar 5 a viz Mae e voe ganet he mab Luuk. Ken abred ha miz Even e loc'has ar babig, e vamm hag he strollad evit un doiad a bemp sizunvezh dre SUA ha Kanada.
E miz Gouere e voe Still Making History e 3de renk ar Billboard Blues Chart ; e-pad 19 sizhunvezh en holl e voe renket.

2009

Gant he strollad europat e troas Ana Popović gant ar Rhythm & Blues Cruise adarre.
Perzh a gemeras e teulfilm Robert Radler, Turn It Up! (anvet Tone ivez), a bled gant gwellañ gitaroù ha sonerien gitar ar bed[3].
E miz Meurzh ha miz Ebrel e voe enrollet un eil pladenn evit Eclecto Groove, Blind For Love, e Los Angeles ; e miz Gouere e teuas ar bladenn er gouloù.

Ana Popović e Festival Jazz Montréal, 05 GOU 2010
2010

E-kichen BB King ha Joe Bonamassa e voe Ana da geñver The British Blues Awards, er rummad "Gwellañ arzourien estren".
E-pad 5 sizhunvezh e troas e SUA ha Kanada, ma sonas e Montréal e brasañ festival jazz ar bed dirak un 130 000 a dud bennak. Goude-se e sonas e Beograd, he c'hêr c'henidik, dirak ur 75 000 a dud kent treiñ en Indonezia.
D'an 28 a viz Even e voe embannet un DVD nevez, An Evening at Trasimeno Lake (en Italia emañ Lenn Trasimeno), bet enrollet war al leurenn.

2011

Adalek miz Genver betek miz Meurzh e voe Ana Popović e New Orleans da enrollañ he zrede pladenn evit Eclecto Groove ; Unconditional eo anv an oberenn-se, a zistro da wrizioù ar blues.
E miz Gouere e voe gwelet Ana en un abadenn er skinwel alaman, ma oa bet pedet gant BB King. A-hed an hañvezh e sonas, e 35 festival en Europa hag e SUA.
E miz Kerzu e tegemeras tri friz er Blues Music Awards e SUA : Gwellañ blues arnevez evit an albom Unconditional, Gwellañ DVD evit An Evening at Trasimeno Lake ha Gwellañ sonerez blues.

2012

Mahindra Blues Festival e Mumbai, India.
D'ar 1añ a viz Mezheven e c'hanas he merc'h Lenna, kent treiñ dre SUA e-pad pemp sizhunvezh ; e miz Eost e tistroas gant he ziegezh da Vemphis, ma kemeras perzh en enrolladenn ur bladenn gouestlet da zoare blues hengounel Memphis.

2013

Pedet e voe Ana da seniñ en New Orleans Jazz Festival, ma kinnigas he strollad nevez, Ana Popović & Mo' Better Love. E miz Ebrel e voe embannet ar bladenn, Can You Stand The Heat, a chomas e-touez 3 renk kentañ ar Billboard Blues Chart e-pad dek sizhunvezh. Da heul ar bladenn e roas Ana tremen 130 sonadeg e SUA, Kanada, Europa a-bezh ha Japan.

2014

Pempvet Blues Music Award evit Ana Popović, evel Gwellañ arzourez ar bloaz.
Pedet e voe da gemer perzh en Experience Hendrix Tour '14, en enor da Jimi Hendrix evel-just ; pedet e voe ivez da seniñ e São Paulo e Brazil. Goude-se e tistroas da dreiñ gant he strollad dre SUA ha dre Europa kent enrollañ ur bladenn nevez.

2015

Pedet e voe da seniñ gant Joe Bonamassa a-hed e droiad Keeping the Blues Alive at Sea en Antilhez.
E miz Mae e voe embannet ar bladenn nevez, Blue Room, ma son Ana gant he zad Milton Popović an tonioù a veze sonet ganto er gêr e Serbia, hag a voe deroù pep tra.

2016

E miz Mae e teuas teir fladenn bodet dindan anv anv Trilogy, ma kaver 23 ton blues, jazz ha funk. Diouzhtu e voe e penn uhelañ ar Billboard Blues Chart.
E Los Angeles en em stalias Ana Popović hag he ziegezh.
Kentañ troiad Ana Popović dre Aostralia, e miz Gwengolo.

  • Hush! (2000)
  • Comfort to the Soul (2003)
  • Still Making History (2007)
  • Blind for Love (2009)
  • Unconditional (2012)
  • Can You Stand The Heat (2013)
  • Blue Room (2015)
  • Trilogy (2016)

War al leurenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ana! Live in Amsterdam (2005)
  • An Evening at Trasimeno Lake (2010)
  • Ana! Live in Amsterdam (2005)
  • An Evening at Trasimeno Lake (2010)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. « Ermeg » eo ar ger brezhonek evit design hervez Geriadur Ménard, p. 408-b.
  2. Amazon
  3. (en) YouTube

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.