Utrecht (kêr)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Utrecht zo ur gêr e-kreiz an Izelvroioù, kêr-benn proviñs Utrecht. Unan eus kêrioù pobletañ an Izelvroioù eo (270 243 a annezidi e 2004).
E 1579 e voe sinet eno un emglev anvet Unaniezh Utrecht (Unie van Utrecht e nederlandeg) etre dileuridi eus seizh proviñs d’o unaniñ a-enep galloud Spagn. Sellout a reer an emglev-se evel diazez Republik ar Seizh Izelvro Unanet.
E 1713 e voe sinet eno Feur-emglev Utrecht, a lakaas fin da Vrezel Hêrezh Spagn.
E 1843 e voe digoret ul linenn hent-houarn etre Utrecht hag Amsterdam, hag abaoe emañ Utrecht e-kreiz rouedad al linennoù hent-houarn en Izelvroioù. Eno emañ burevioù kreiz ar gompagnunezh hent-houarn Nederlandse Spoorwegen.
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Kêrioù proviñs Utrecht | ||
|---|---|---|
| Abcoude | Amersfoort | Baarn | De Bilt | Breukelen | Bunnik | Bunschoten |
Eemnes | Houten | Leusden | Loenen | Lopik | Maarssen | Montfoort | Nieuwegein | Oudewater | Renswoude | Rhenen | De Ronde Venen | Soest | Utrecht | Utrechtse Heuvelrug | Veenendaal | Vianen | Wijk bij Duurstede | Woerden | Woudenberg | IJsselstein | Zeist |
||