An Turball

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Turball
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Ar porzh-pesketa.
Ar porzh-pesketa.
Ardamezioù
Anv gallaouek La Tróball
Anv gallek (ofisiel) La Turballe
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Gwenrann
Kod kumun 44211
Kod post 44420
Maer
Amzer gefridi
Jean-Pierre Branchereau
2014-2020
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Kab Atlantel
Bro velestradurel hini ebet
Lec'hienn web www.mairie-laturballe.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 571 ann. (2011)[1]
Stankter 247 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 20′ 47″ Norzh
2° 30′ 20″ Kornôg
/ 47.3463888889, -2.50555555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 45 m
Gorread 18,53 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
An Turball
Map commune FR insee code 44211.png

An Turball a zo ur gumun eus departamant al Liger-Atlantel, e Gevred Breizh hag e rannvro Broioù-al-Liger.

He anv e gallaoueg a zo La Tróball. He anv e galleg a zo La Turballe.

Turballiz eo anv annezidi an Turball.

Douaroniezh[kemmañ]

Penn Bronn hag e goad a-gleiz, e lec'h ma teu tre an dour-mor er paludoù-holen.

Emañ kumun an Turball e gourenez Gwenrann, e Kornôg ar paludoù-holen. Kelc'hiet eo gant kumunioù Gwenrann er Reter, Penc'herieg en Norzh hag ar Groazig er Su, en tu all da Benn Bronn.

Rannet eo ar gumun a-vremañ etre div barrez : hini an Turball hag hini Treskalan.

Un draezhenn hir, ar Pored Bras he anv abalamour da uhelder hec'h erin, zo etre Penn Bronn hag ar porzh. Koad Penn Bronn, etre an draezhenn-se hag ar paludoù-holen, a zo ur c'hoad gwez-pin gwarezet. E Penn Bronn ivez e voe savet ur yec'hedva e dibenn an XIXvet kantved. En Norzh d'ar porzh eo kalz roc'hekoc'h an aod.

War an dorgenn uhelañ emañ iliz Treskalan e lec'h ma'z eus ur gwel dispar war ar paludoù. Kêriadennoù all a gaver war diriad ar gumun, evel Koazpean[2], Melinieg, Forn Vihan, Lauvergnac, Trevali h.a. Meur a vaner hag a vilin a voe savet el lec'hioù-se.

Emdroadur ar boblañs[kemmañ]

Niver a annezidi

Istor[kemmañ]

Iliz Treskalan.

Meneget e voe an Turball evit ar c'hentañ gwech e 1452. Er mare-se ne oa ket ur vourc'h c'hoazh met ur strollad bihan a diez e krec'h an erinoù.

Ar gêr a ziwanas e-barzh breuriezh Treskalan a oa dindani un darn eus kêriadennoù parrez Gwenrann. E 1698 e voe savet ur chapel e Treskalan. (Adsavet e oa bet an iliz a vremañ e 1847.)

E 1836 e oa 219 den o chom en Turball, 30 pesketaer en o zouez.

E bloaz 1847 e teuas breuriezh Treskalan – evel hini Koazpean – da vezañ ur barrez dizalc'h. Er bloaz-se e oa dija muioc'h a annezidi en Turball eget e Treskalan.

Dre na baouezas ket da greskiñ ar pesketaerezh e teuas an Turball da vezañ ur gumun d'ar 17 a viz Mae 1865. Daou viz war-lec'h e voe dilennet he c'hentañ maer, Alfred Pellier[3].

E-pad an Eil Brezel Bed e voe savet meur a "vlockhaus" gant an Alamanted e kêr an Turball, dreist-holl war an traezhennoù evit kreñvaat moger ar Meurvor Atlantel. Un eil linenn difenn a oa etre Treskalan ha Forn Vihan, hag un drede a dremene dre Goazpean.

An Turball.jpg

Bombezet e voe an Turball e 1942. Padal e soñjer ne voe ar vombezadeg-se nemet ur fazi a-berzh ar Saozon. Dre chañs, ne voe lazhet den ebet.

Etre miz Mezheven 1944 hag an Dieubidigezh, d'an 11 a viz Mae 1945 – tri deiz goude an arsav-brezel –, e oa an Turball e-barzh godell Sant-Nazer dalc'het gant an Alamanted[4].

Ardamezouriezh[kemmañ]

Ardamezioù kumun an Turball.

Ger-stur an Turball a zo : "War-raok atav" ("Toujours plus avant" e galleg).


Sevenadur hag henvoazioù[kemmañ]

Gouel Santez Anna[kemmañ]

Gouel Maeronez ar besketaerien a zo e diwezh miz Gouhere. Kregiñ a ra hemañ gant un oferenn war ar porzh. War-lec'h e pella ar bigi-roueder evit bennigadenn ar mor. Bannet e vez ur vanalenn e koun ar re gollet war vor.

Gouel ar Sardin[kemmañ]

Bep bloaz e vez renket ur gouel poblek e hanter-Gouhere hag hanter-Eost. War ar porzh e vez tu eus unnek eur mintin betek dibenn an nozvezh da zebriñ sardined, ar pesked a zo arouez ar gêr.

Festival Anna Vreizh[kemmañ]

An dugez a blije dezhi kalz Bro-Wenrann. E 1505 e profas teir c'hurun : unan aour da Wenrann, unan arc'hant da Selak hag unan gouevr da Drescalan. Lakaet e oa ar c'hurunioù war bennoù ar gwragez nevez. Kollet e oa bet an div gentañ e-pad an Dispac'h gall met hini Treskalan a zo anezhi c'hoazh. Renevezet e oa bet en XIXvet kantved.

Savet e oa kentañ festival Anna Breizh e Gwenrann e 1995. E 2006 e oa bet aozet en Turball. D'ar c'houlz-se e oa bet diskouezet kurunenn an dugez en ti-kêr.

Isframmadurioù[kemmañ]

Ul levraoueg enni muioc'h eget 17 110 diell a gaver en Espace Garlahy. Eno e vez aozet abadennoù buheziñ ivez : ur c'hlub-lenn evit ar vugale, arvestoù, diskouezadegoù...

E Treskalan he doa prennet ar gêr ar fiñvskeudennva a oa perc'henn warni ur gevredigezh bet krouet e 1995. Renevezet e oa bet ar sal hag addigoret d'ar c'hentañ a viz Gouhere 2000. Klaset eo er rummad "arz hag esae".

Armerzh[kemmañ]

Porzh-pesketa an Turball.

Bez' eo porzh an Turball Porzh-pesketa kentañ Liger-Atlantel gant 81 bag-roueder. Porzh kentañ an aod atlantel eo ivez evit ar sardin hag ar genoù-kamm. E 2000 e oa produet 15 000 tonad pesked (talvoud : 180 milion lur). Bep vloaz e vez produet 7000 tonad genoù-kamm. Labourat a ra 300 den evit ar porzh. Bemdez er sizhun e vez renket ur werzhidigezh e sav-taol adalek 6 eur[5].

Porzh-plezañs an Turball a ginnig 345 plasenn, 30 evit ar weladennerien en o zouez.

Er gumun e kaver ivez un dakad-dornvicher a vod 42 embreg war ur gorread a 8 hektar. Ouzhepenn-se eo ivez an Turball un hañvlec'h a bouez.

Melestradur[kemmañ]

Roll maered an Turball
Prantad Anv Strollad
1865-1874 Alfred Pellier
1874-1881 Arthur de la Tocnaye
1881-1886 François Naud
1886-1888 Émile Duriec
1888-1892 Albert Guet
1892-1902 François Naud
1902-1913 René Pellier
1913-1925 Louis Gouret
1925-1927 Gustave Bocquien
1927-1935 Pierre Nogues
1935-1941 Jean Anezo
1941-1945 Constant Lemoine
1945-1957 Jules-Alexandre Bernard
1957-1965 Jean-Louis Trimaud
1965-1983 Raymond Famchon
1983-1989 Philippe Pigeon
abaoe 1989 René Leroux P.S.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 4 (Tirlu) (dianv :1)
Hollad 4

Pevar soudard a zo douaret e bered An Turball. Diwar an tri anavezet o anv, daou a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer. [6]

Gevelliñ[kemmañ]

Flag of Brittany.svg

Gevellet eo an Turball gant :


Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. N'en doa ket aozer ar pennad-mañ tu da gavout anvioù ar c'hêriadennoù-se e brezhoneg. Setu perak ez eus bet klasket treiñ lod diouto diwar ar galleg. Ma anavezit an anvioù orin, divankit-i, mar plij ganeoc'h.
  3. La Turballe : Les hommes / le terroir / la mer gant J.-P. Le Pape.
  4. Ar c'heloù diwar-benn an Turball e-pad ar brezel a oa bet dezrevellet gant un annezad.
  5. S.o. : http://www.port-peche-turballe.fr/.
  6. Commonwealth War Graves Commission


Liammoù diavaez[kemmañ]