Aktiniom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
A K T I N I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
RadiomAktiniomToriom
La
Ac
taolenn beriodek, Aktiniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 89
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Aktinidoù, 7, f
Tolz atomek 227,028 u
Aozadur elektronek
[Rn] 6d1 7s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 18, 9, 2

Electron shell 089 Actinium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
(oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,10 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 498,829 kJ/mol

2 : 1 133,702 kJ/mol

Skin atomek 247 pm
Skin kenamsav 201 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 10,060 g/cm3
Teuzverk 1 050 °C
Bervverk 3 200 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Ur c'haled neuz ur metal dezhañ, war a greder)

Un elfenn gimiek eo an aktiniom ; Ac eo e arouez kimiek, 89 e niver atomek ha 227,028 e dolz atomek. An aktinid kentañ eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor[kemmañ]

E 1899 e voe dizoloet an aktiniom e Paris gant ar c'himiour gall André-Louis Debienne, dre e dennañ diouzh ar c'hailh uraniom anvet pitchblende, a zo uraniom oksidet U3O8, bet dilezet gant Marie Curie goude m'he devoa tennet ar radiom anezhañ. Heñvelderioù a gavas etre an elfenn nevez hag an titaniom 22Ti, a zo ur metal ardreuzat ; e 1900 avat e kavas dezhañ e oa damheñvel ouzh an toriom 90Th, a zo un aktinid all.
E 1902 e voe tennet an hevelep elfenn eus an hevelep kailh gant ar c'himiour alaman Friedrich Otto Giesel, a gavas heñvelderioù etre an elfenn nevez hag al lantanom 57La, a zo ul lantanid.
E 1904 e roas F. Giesel an anv emamium d'an elfenn a grede bezañ nevez, dre ma ne ouie mann ebet diwar-benn labour André Debienne. Goude ma voe bet keñveriet an div gavadenn e voe anzavet e oa Debienne an dizoloer kentañ, a zibabas an anv actinium diwar an henc'hresianeg ακτίς, ακτίνος aktis, aktinos, "bann", "skin", en abeg d'e skinoberiegezh. Eus anv an aktiniom e teu hini rummad an aktinididoù, 15 elfenn ennañ eus 89Ac betek 103Lr, al lawrensiom.

An izotop Ac-227 eo a voe tennet eus U3O8 ; kavet e vez en natur, pa 'z eo disoc'h digevanadur an uraniom-235. Louc'hoù hepken zo anezhañ avat, pa n'eus nemet war-dro 150 mg ag aktiniom en un donennad pitchblende.[1]
Skinoberiek-kenañ eo an aktiniom, war-dro 150 gwezh muioc'h eget ar radiom.

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal blot liv an arc'hant eo an aktiniom[2]. Skinoberiek-kenañ eo, lugerniñ a ra en deñvalijenn en ur deuler gouloù glaswenn dre m'eo ionaet an aer a zo tro-dro dezhañ.[3]

Kimiek[kemmañ]

Buan e tazgwered an aktiniom en aer, ur c'holoenn wenn ag oksidenn aktiniom a zeu warnañ evit harpañ ouzh an oksidadur da vont donoc'h.
Damheñvel ouzh re al lantanom eo e berzhioù kimiek.

Kenderc'hadur[kemmañ]

Dre m'eo an aktiniom tost d'al lantanom ha da lantanidoù all a-fed perzhioù kimiek ez eo diaes o disrannañ p'o zenner eus kailh uraniom, setu e kaver aesoc'h kenderc'hañ aktiniom dre vombezenniñ radiom-226 gant neutronoù e kreizennoù derc'hanel : 226Ra + 1 neutron → 227Ra → 227Ac dre skinoù β skignet e-pad 42,2 munutenn. Gouest eo Ac-227 da dapout neutronoù a-benn reiñ 228Ac a-gementadoù bihan.
Goude-se e tisranner an aktiniom diouzh ar radiom hag an elfennoù all a zo bet kenderc'het (plom, bismut, poloniom ha toriom).

Stumm metalek an aktiniom a genderc'her dre goazhañ AcOF (fluorid aktiniom) gant burezh litiom er goullo e 1000-1300°C.

Izotopoù[kemmañ]

Un izotop hepken eus an aktiniom a gaver en natur, 227Ac, gant un hanter-vuhez a 21,773 bloavezh.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 36 anezho, 225Ac o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a zek devezh.

Izotopoù stabilañ an aktiniom
Izotop  % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
225Ac kevanaozet 10 devezh a221Fr
226Ac kevanaozet 29,37 eurvezh β-226Th
ε226Ra
α222Fr
227Ac 100 21,773 bloavezh β-227Th
α223Fr

Arver[kemmañ]

Hini ebet, abalamour da rouested, priz ha skinoberiegezh an elfenn.

Notennoù[kemmañ]

  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 01 MEU 13.
  2. SALUTSKY Murell L. & STITES Joseph G. & STONE RObert D, Preparation of Actinium Metal, 1955, Journal of the American Chemical Society, 77/1, pp. 237-240 (en) Liamm oberiant 01 MEU 13
  3. Encyclopædia Britannica (en) Liamm oberiant 01 MEU 13

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford