Frankiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
F R A N K I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
RadonFrankiomRadiom
Cs
Fr
taolenn beriodek, Frankiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 87
Rummad kimiek Metaloù alkaliek
Strollad, trovezh, bloc'h 1, 7, s
Tolz atomek (223)
Aozadur elektronek
[Rn] 7s1

Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 1

Electron shell 087 Francium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 1 Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 0,7 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 392,96 kJ/mol
Skin atomek 2,70 Å pm
Skin kenamsav 260 pm (traletodet)
Skin Van der Vaals 348 pm (traletodet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (marteze)
Douester (e 20 °C) 1,87 g/cm3 (traletodet)
Teuzverk  ? 27 °C
Bervverk  ? 677 °C
Tredanharzusted (jedet) 3 µΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

?
(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo ar frankiom ; Fr eo e arouez kimiek, 87 e niver atomek ha 223 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo.

Nebeut-tre a frankiom a gaver en natur : jedet ez eus bet n'eus nemet 30 g a frankiom en Douar.[1] En un tamm kailh uraniom ne gaver nemet 1 atom frankiom evit 1018 atom ag uraniom (1 atom 87 Fr evit 1 miliard a viliardoù ag 92U).
Eus skinoberiegezh an aktiniom (89Ac, un aktinid) e teu ar frankiom.
Kevanaozet ez eus bet atomoù frankiom dre vombezennaouiñ toriom gant protonoù, hogen a-gementadoù re vihan evit ma c'halljed o fouezañ.

Istor[kemmañ]

Adal 1870 e voe klasket an elfenn a vije 87 e niver atomek, da lavaret eo dindan ar c'heziom 55Cs e strollad 1 an daolenn vareadek ; eka-cæsium e voe anvet da c'hortoz.
E 1925 ez embannas ar c'himiour soviedel D. K. Dobroserdov bezañ dizoloet eka-cæsium, a anvas rusiom evel-just. Ne glaskas ket pelloc'h.
Ur bloavezh diwezhatoc'h e voe daou gimiour saoz, Gerald J. F. Druce ha Frederick H. Loring, oc'h ober alkaliniom eus an hevelep elfenn.
E 1930 e voe tro an Amerikan Fred Allison d'he envel virginium 87Vi, hervez Virginia, ar Stad ma oa bet ganet. E 1934 e prouas an Amerikan H. G. McPherson e oa fazius labourioù F. Allison.
E 1936 e kredas ar fizikour rouman Horia Hulubei hag e genlabourez Yvette Cauchois, a Vro-C'hall, bezañ dizoloet an elfenn ivez, a anvjont moldaviom diwar Moldavia,bro c'henidik H. Hulubei. E 1939 e savas ar Priz Nobel Jean-Baptiste Perrin a-du gant ar moldaviom hag a-enep ar C'hallez all Marguerite Perey, he devoa embannet bezañ diskuliet an elfenn e Pariz en hevelep bloavezh.

Gant M. Perey e oa aet ar maout e gwirionez, p'he devoa tennet frankiom eus aktiniom 227Ac. An anv actinium-K a roa-hi d'an elfenn nevez, hag e 1946 e kinnigas catium diwar kation. Pa 'z eas he c'helennerez Irène Joliot-Curie enep an anv-se, a raje dave d'ar ger saoznek cat "kazh" kentoc'h eget da gation e kinnigas M. Perey an anv francium, a voe degemeret gant an IUPAC e 1949.[2]

Perzhioù[kemmañ]

Kimiek[kemmañ]

Par da re ar c'heziom eo perzhioù kimiek ar frankiom.[1]

Izotopoù[kemmañ]

Bez' ez anavezer 33 izotop eus ar frankiom, an hini stabilañ o vezañ 223Fr (o tont eus 227Ac) gant un hanter-vuhez a 22 vunutenn hepken. An izotop naturel nemetañ eo.[1]

Arver[kemmañ]

Hini, ker ral ha distabil eo an elfenn.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 Webelements (en) Liamm oberiant 22 HER 2012
  2. International Union of Pure and Applied Chemistry] (en) Liamm oberiant 22 HER 2012

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford