Radon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Astat - radon - Frankiom
Xe

Rn

taolenn beriodek, radon

Un elfenn gimiekeo ar radon, 86 eo e niver atomek hag Rn e arouez. Ur gaz nobl eo, skinoberiek, diliv, dic'hwezh, hag a-orin naturel evit an aliesañ. Dañjerus eo ivez evit an den pa c'hall degas krign-bev ar skevent.

Bez' ez anavezer 35 izotop eus ar radon hiziv an deiz, met ne gaver nemet pevar anezho en natur. Eus ar re-mañ eo ar radon-222 an hini paotañ. Dont a ra diwar skioberiegezh ar radiom-235 da heul hini an uraniom-238. Un hanter-vuhez a 3,823 devezh en deus ha skignañ a ra skinoù α. Pa vez kalz a radon en aergelc'h (e poull ur vengleuz pe en un ti...) e ro ar skinoberiegezh poloniom-218 (hanter-vuhez : 3,1 mn). Skinoù α all a zeu buan, hag a ro plom-214 (26,8 mn) ha bismut-214 (19,7 mn) da c'houde ha, war-lerc'h c'hoazh, poloniom-214 (164 µ) hag er fin plom-210, kalz hiroc'h e vuhez (22,3 bloavezh).
Enalet e vo gant ar boudoù bev, ha chom a ray en o skevent. Skinoberiek eo ar plom-se ha dindan levezon ar skinoberiegezh-se e vo ar skevent. Setu perak eo dañjerus ar radon, hag an eil abeg pennañ da grign-bev ar skevent eo ar radon war-lerc'h ar butun.


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford