Abati Tyndyrn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abati Tyndyrn

Abati Tyndyrn (Abaty Tyndyrn e kembraeg; Tintern Abbey e saozneg) zo un abati e gevred Kembre, e Sir Fynwy.
Emañ e Tyndyrn, war lez ar stêr Gwy. An abati sistersian kentañ e voe e Kembre hag an eil eus an urzh-se savet e Breizh-Veur.

Gant Walter de Clare, aotrou Cas-gwent, e voe diazezet d'an 9 a viz Mae 1131 ha savet en XIIvet kantved. Evel e meur a lec'h all e Breizh-Veur e voe skarzhet ar venec'h eus an abati dindan ren ar roue Herri VIII, er XVIvet kantved.
E 1536 e voe kaset madoù abati Tyndyrn da deñzor ar roue, ha fiziet e voe ar savadur en aotrou Casgwent, Henry Somerset, eil kont Worcester. Neuze e krogas diskar an ti.

Hiziv ne chom nemet dismantroù eus an abati, hogen dismantroù meurdezus hag a weler a-bell war ribl ar Gwy. Ganto e voe awenet meur a varzh, en o zouez William Wordsworth a savas ur varzhoneg diwar-benn abati Tyndyrn ("Lines Composed a few miles above Tintern Abbey") pe c'hoazh Alfred Tennyson, ha meur a livour ivez, evel Turner, da skouer.

Abati Tyndyrn

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.