Gwy (stêr)
Eus Wikipedia
|
||||
|---|---|---|---|---|
| Statud | stêr | |||
| Hirder | 297 km | |||
| Uhelder an eienenn | 741 m | |||
| Kas keitat | m³/s | |||
| Gorread an diazad | 4,136 km² | |||
| Bro(ioù) douret | Kembre Bro-Saoz |
|||
| Diazad stêrioù |
? | |||
| En em daol e | Casgwent Hafren | |||
| Ledander er genoù | ? | |||
| Andon | Plynlimon | |||
| Adstêrioù | ? | |||
| stêr - hidrologiezh | ||||
Ar stêr Gwy (kembraeg afon Gwy, saozneg River Wye) zo ur stêr eus Kembre ha Bro-Saoz, hag ar pempvet stêr hirañ er Rouantelezh-Unanet. Merkout a ra un darn eus an harz etre Bro-Saoz ha Bro-Gembre.
Eieniñ a ra e Pumlumon. Tremen a ra dre Rhaeadr Gwy, Llanfair-ym-Muallt, Y Gelli Gandryll e Kembre, Hereford, Ross-on-Wye, Symonds Yat, e Bro-Saoz ha distreiñ da Gembre ma treuz Trevenoe ha Tintern, hag en em deurel en aber an Havren e-kichenik Casgwent (Chepstow e saozneg).
Ar stêr Gwy dirak kastell Casgwent, e kontelezh Menoe, e Kembre, en tu kleiz. En tu dehoù emañ kontelezh Gloucestershire ha Bro-Saoz.