Menoe (kêr)
Eus Wikipedia
Menoe, pe c'hoazh Kêr Venoe, pe Trevenoe, zo ur gêr eus Kembre, a zo Trefynwy hec'h anv e kembraeg, hag a zo kêr-benn kontelezh istorel Menoe, a zo Sir Fynwy (pe Gwent) e kembraeg.
E kember ar stêrioù Gwy ha Menoe emañ, tost da Vro-Saoz.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Dont a ra anv kêr eus hini ar stêr, Mynwy e kembraeg, Menoe e brezhoneg. Dont a ra an anv kembraek Trefynwy eus tre dirak Mynwy.
Dont a ra an anv saoznek Monmouth eus Monnow, stumm saoznekaet Mynwy, ha mouth.
[kemmañ] Tud
Er gêr-se e oa Jafrez Menoe o chom, hag eñ oberour Historia Regum Britanniae.
[kemmañ] Gevelled
Gevellet eo gant Carbonne e Bro-C'hall ha Waldbronn, en Alamagn.
[kemmañ] Liamm diavaez
- (en) Gwivan lec'hel
