Llanddewi Ysgyryd

Eus Wikipedia
Iliz Llanddewi Ysgyryd.

Llanddewi Ysgyryd (saoznekaet e Llanddewi Skirrid) zo ur gêriadenn hag ur barrez e Kembre, e Sir Fynwy. Emañ er biz da Y Fenni, e hanternoz ar gontelezh.

Anvet eo ar gêriadenn diwar an iliz, gouestlet da sant Dewi, hag ar ger Ysgyryd a ra dave d'un dorgenn, Ysgyryd Fawr (486 metr), a zo enni. Emañ an tolead war harzoù reter Park Broadel Bannau Brycheiniog.