Llanelli (Sir Fynwy)

Eus Wikipedia

Llanelli (Llanelly e saozneg) zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ etre Bryn-mawr hag Y Fenni. E 2001 e oa annezet gant 3 810 a dud.

Betek 1974 e oa Llanelli e-barzh Sir Frycheiniog. Thomas Price (Carnhuanawc) a voe person eno adalek 1816 betek 1825, ha sevel a reas ur skol kentañ derez kembraek, an hini nemeti e Kembre en amzer-se. Tremen a ra ar Ganol etre Sir Fynwy ha Brycheiniog dre Llanelli.