Skrivañ
Skrivañ[1] zo notenniñ komzoù ur yezh war un dra fetis, war-bouez arouezennoù. Dre m’eo anavezet an arouezennoù-se gant meur a zen e c’hall ar “skrid” savet evel-se bezañ komprenet gant tud all ouzhpenn an hini en deus e savet.
Dre ar skrivañ e c’haller merkañ gerioù, niveroù pe notennoù sonerezh ha dre-se mont e darempred gant tud all. Al lenn eo an ober kontrol, da lavaret eo tapout anaoudegezh eus un hollad arouezennoù skrivet, kompren ar “skrid”-se. Stag eo istor al lenn hag istor ar skrivañ er bed.
Dre astenn-ster e talvez ar ger “skrivañ” ivez da envel ober ar re a sav testennoù lennegel dre skrid. Dre ar skrivañ-se e c’hall an den c’hoari gant e yezh. Lennegezh a reer eus sevel oberennoù skrivet evel-se hag eus hollad an testennoù-se, savet evit dudi an dud.
N’eo ket hepken danvez an testennoù zo krouidigezhioù arzel. Gant stumm ar skrid, stumm an arouezennoù, e c’hall al lennerien bezañ plijet ivez : kaerskrivañ pe kaerskriverezh a reer eus ar skrivañ-se.
Evit skrivañ e ranker kaout ur benveg hag ur skor. Gwechall-gozh e oa meur a deknik evit skrivañ : engravañ er mein pe er c’hoad, garaniñ er pri, skrivañ gant liv war meur a dra (bambouz, papiruz, parch, paper). A-raok ma oa bet ijinet ar moullañ e veze skrivet gant an dorn. Nevesoc’h zo e oa bet ijinet ar mekanikoù-skriverezañ ha, goude-se, an urzhiataerioù o deus degaset kemmoù bras en doare ma vez skrivet.
Hiziv an deiz e oar an darn vrasañ eus an dud lenn ha skrivañ er broioù diorroet ha pinvidik. Hogen e kalz broioù n’eus nemet un niver bihan a dud a oar skrivañ, rak kalz tud n’int ket bet er skol o teskiñ.
Doareoù-skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud: s.o. Doare-skrivañ.
Meur a zoare zo, meur a reizhiad arouezennoù zo, evit treuzkas gouiziegezh etre an dud. Gallout a reer renkañ an doareoù-se e meur a rummad :
Gant an arouezlunioù e talvez an arouezennoù da skeudenniñ mennozhioù pe traezoù. Gant ar silabennegoù hag al lizherennegoù e talvez an arouezennoù da verkañ sonioù. Gant doareoù-skrivañ zo, evel hieroglifoù Egipt, e c’hall an arouezennoù merkañ silabennoù, lizherennoù pe mennozhioù.
Istor ar skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boas e vez an istorourien da lakaat kemm etre ar ragistor hag an istor, dre ma krog an eil adalek ar mare ma oa bet kroget da skrivañ gant an dud. Livadurioù pobloù ar ragistor a c’haller sellout outo evel un doare kentañ da « skrivañ », hogen ne reer ket skrivañ eus ar roudoù-se rak ne vez ket aroueziet ur yezh resis ganto.
An dud kentañ a oa bet o skrivañ eo ar re a veve en Henamzer e Mezopotamia, ha kement-se a raent evit o ezhommoù kenwerzh, evit notenniñ ar pezh a veze gwerzhet ganto. Gant un doare-skrivañ gennheñvel o doa graet, en ur verkañ arouezennoù e stumm “gennoù” bihan war tablezennoù pri[2].
Notennet e veze ganto, da gentañ, ar c’hementadoù marc’hadourezh hag an amzer tremenet ganto o labourat. Tamm-ha-tamm e oa deuet o skridoù da verkañ muioc’h a draoù.
Mezopotamia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud: s.o. Skritur gennheñvel
Derc’hel kontoù e oa abeg kentañ an dud-se eta, war-dro dibenn ar IVe milved kt JK[3]. Merkoù tric’hornek a veze garanet er pri gant tammoù raoskl, da notenniñ niveroù, kementadoù. Ouzhpenn se e oa ivez arouezennoù a verke eus peseurt marc’hadourezh e oa anv. Tamm-ha-tamm e oa emdroet an doare-skrivañ-se, evit gallout notenniñ gerioù eus o yezh, ar sumereg, gerioù da gentañ, ha silabennoù da c’houde, war-dro an XXVIvet kantved kt JK.
Emdreiñ a reas ar skritur gennheñvel-se evit dont da vezañ un doare-skrivañ a dalveze da notenniñ gerioù, silabennoù, niveroù, e sumereg hag e yezhoù all ivez kaozeet el lodenn-se eus ar bed (akkadeg, hititeg).
Sina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud: s.o. Sinalun
E Sina ez eus bet kavet skouerioù kozh eus traoù skrivet war eskern (plankennoù-skoaz oc’hen pe kregin baoted, eus war-dro 1200 bloaz kent JK, da vare an dierniezh Shang. Enskrivadurioù all war plakennoù arem zo bet kavet ivez.
E 2003 e oa bet diskoachet engravadurioù garanet war kregin baoted, a c’hallfe bezañ eus ar VIIvet milved kent JK[4],[5]./ Mar bez prouet ez eo an traoù garanet-se skouerioù eus ur yezh skrivet ha mar bez kadarnaet ez int ken kozh hag ar VIIvet pe VIIIvet milved kent JK, e vo an enskrivadurioù-se ar skouerioù koshañ zo er bed eus ur yezh skrivet, koshoc’h eget skritur gennheñvel Mezopotamia, a seller outi betek-henn evel ar skritur koshañ war an douar.
Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud: s.o. Hieroglifoù Egipt
An enskrivadurioù koshañ zo bet kavet en Egipt a vefe, hervez an istorourien, eus 3200 kt JK pe war-dro. Er reizhiad skrivañ-se e kaver tri seurt elfennoù : arouezlunioù, da lavaret eo skeudennoù da aroueziañ traoù pe mennozhioù, hag elfennoù lizherennek pe silabennek da aroueziañ soniadoù eus ar yezh.
Pouezus e oa ar skrivañ en Henegipt ; ne oa nemet ur rummad tud desket a ouie lenn ha skrivañ, ar “skriverien”. E servij ar pennoù bras e oant : ar faraoned, beleien an temploù… Diaes e oa deskiñ ar reizhiad skrivañ-se gant al luziet ma oa ha ne oa ket kalz a dud a c’halle mestroniañ anezhi.
Diwar ar hieroglifoù egiptat e teuas, war-dro 2000 kt JK al lizherenneg koshañ a anavezer er bed, ul lizherenneg rak-semitek, implijet e Kanaan da gentañ. Diwarnañ eo deuet al lizherennegoù all a gaver dre ar bed.
Fenikianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskennidi da dud Kanaan e oa ar Fenikianed, ur boblad tud hag a oa o vevañ el lec’h m’emañ Liban bremañ. War-dro an XIvet kantved kent J.K. e voe savet o lizherenneg ganto da skrivañ o yezh. Un doare abjad e oa al lizherenneg fenikianek, da lavaret eo un doare-skrivañ ma ne veze notennet nemet ar c’hensonennoù. Amprestet e vo an doare-skrivañ-se gant tud Henc’hres evit notenniñ o yezh dezho. Goude kempenn anezhañ hag ijinañ arouezennoù evit notenniñ ar vogalennoù e voe savet al lizherenneg c'hresianek.
Gant stummoù kentañ al lizherenneg henc’hresianek e voe awenet al lizherenneg etruskek hag ar re zo deveret evel al lizherenneg latin. Diwar skouer al lizherennek c’hresianek ivez e voe savet al lizherenneg kirillek, implijet evit skrivañ meur a yezh slavek.
Amprestet e voe lizherenneg ar Fenikianed gant pobloù amezek ivez : kempennet e voe evit skrivañ an aramaeg. Al lizherennegoù hebraek hag arabek zo deveret eus al lizherenneg aramaek.
Kreizamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm maen gant enskrivadurioù 3000 bloaz o oad zo bet kavet e stad Veracruz. Ur skouer eo eus ar skritur koshañ e kevandir Amerika[6]. An eil skouer goshañ zo skrivadoù kavet e bro an Olmeked, eus 500 kent J.K. pe war-dro[7],[8].
E-touez ar skouerioù eus doareoù-skrivañ kozh zo bet kavet e Kreizamerika ez eo an doare-skrivañ mayaek an hini nemetañ zo bet gallet kompren. An enskrivadurioù mayaek koshañ zo bet digejet gant an enklaskerien zo eus an IIIe kantved kent J.K.. Implijet e voe an doare-skrivañ-se betek mare donedigezh ar Gonkistadored er XVIvet kantved. En doare-skrivañ-se e raed gant sinoù a arouezie pep a c’her hag ouzhpenn se e oa arouezioù all evit silabennoù zo, un tamm evel en doare-skrivañ japanek bremañ.
Evel-se eta e voe "ijinet" ar skrivañ meur a wech, e meur a lec’h dre ar bed. Tud Sumer, tud Henegipt, tud Sina ha tud Kreizamerika o deus savet pep a zoare-skrivañ disheñvel. Hogen en holl zoareoù-skrivañ-se e voe da gentañ lunioù a aroueze traoù. Al lizherennegoù evel hon hini zo disheñvel : diazezet int war soniadoù ar yezhoù komzet. Deveret eo an darn vrasañ eus al lizherennegoù-se diouzh al lizherenneg fenikianek.
Lenn ha skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N’eo nemet en daou gantved tremenet eo bet ledet ar gouzout lenn ha skrivañ e-touez an darn vrasañ eus an dud e kornôg Europa hag e Hanternoz Amerika. E lodennoù all eus ar bed eo kalz nevesoc’h hag e broioù zo c’hoazh ne oar ket an darn vrasañ eus an dud lenn ha skrivañ ar yezh(où) a gomzont[9]. Gwechall ne oa nemet al “lenneien”, an dud desket, a ouie lenn ha skrivañ. Alies e oa beleien eus an dud-se. Gant ar veleien-se e veze skrivet hag adskrivet levrioù gant an dorn. An dud all, p’o devoa ezhomm da skrivañ, a c’houlenne sikour digant tud a vicher. Pa voe ijinet ar moullañ e voe skignet kalz muioc’h a skridoù e-touez an dud ha ledet e voe al lenn hag ar skrivañ neuze, e-touez an dud pinvidik da nebeutañ.
Arz ar skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud: s.o. Lennegezh
Talvezout a ra ar ger “skrivañ” ivez da envel ober ar re a sav pennadoù pe istorioù e stumm testennoù. Ober ar reer skrivagner eus an den a sav seurt testennoù. Hervez doare ar skrid e c’haller ober gant gerioù resisoc’h evel barzh, romantour, kazetenner… Dre ar skrivañ-se e c’hall an den c’hoari gant e yezh. Lennegezh a reer eus sevel oberennoù skrivet evel-se hag eus hollad an testennoù-se, savet evit dudi an dud.
N’eo ket hepken danvez an testennoù zo krouidigezhioù arzel. Gant stumm ar skrid, gant kaerder an arouezennoù, e c’hall al lennerien bezañ plijet ivez : kaerskrivañ pe kaerskriverezh a reer eus ar skrivañ-se.
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ scruiuaff, scriuaff er C’hatolikon ; deuet eus ar verb latin scribere
- ↑ Richard Rudgley, The Lost Civilizations of the Stone Age, 2000 p.48–57, ed. Simon & Schuster, New York
- ↑ The Origin and Development of the Cuneiform System of Writing, Samuel Noah Kramer, Thirty Nine Firsts In Recorded History pp 381-383
- ↑ China Daily, 12/06/2003, Archaeologists Rewrite History, http://www.china.org.cn/english/2003/Jun/66806.htm
- ↑ 'Earliest writing' found in China. "Signs carved into 8,600-year-old tortoise shells found in China may be the earliest written words, say archaeologists.", BBC
- ↑ Writing May Be Oldest in Western Hemisphere, New York Times
- ↑ 'Oldest' New World writing found , BBC
- ↑ Oldest Writing in the New World, Science
- ↑ Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet e oa war-dro 16 % eus an dud er bed na ouient na lenn na skrivañ e 1998.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Louis-Jean Calvet : Histoire de l’écriture, Fayard Pluriel, 2011 (ISBN 978-2-8185-0130-6)
- (fr) Michel Renouard : Naissance des écritures, Éditions Ouest-France, 2015 (ISBN 978-2-7373-6610-9)
- (br) Istor-Geografiezh 6vet, TES, 2001 ; p. 18 : ar skritur
- (br) L. Elegoet : Istor Breizh, TES, 1991 ; p. 26 : ar skritur