Mont d’an endalc’had

Yezh digenvez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezhoù digenvez)

Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.

A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.

A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.


Listenn yezhoù digenvez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezh Evezhiadennoù
Abinomeg Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 300 a dud.
Adaieg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Teksas ha Louisiana (Stadoù-Unanet).
Andokeg (andoque) Komzet e Kolombia ha Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù witotoek.
Ainoueg Yezh en arvar komzet e hanternoz Japan. Gwechall e oa ur familh-yezhoù eviti hec'h-unan.
Euskareg Komzet en Euskadi (Frañs ha Spagn).
Betoieg Marv. Komzet e Kolombia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek.
Bourouchaskeg Komzet e hanternoz Pakistan. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant ar yezhoù yenisek.
Bourmezoeg Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 250 a dud.
Hengipreg Komzet e Kiprenez e-pad oadvezh an houarn. Liammoù bet kinniget gant an Etruskeg.
Elamiteg Marv. Komzet en Impalaeriezh elamitek. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù dravidek.
Gameleg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Maranhão (Brazil).
Houamoeg (Huamoé) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco (Brazil).
Ibereg Marv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Kavet e vez elfennoù boutin etre ar yezh-mañ hag an euskareg met n'eo ket sklaer hag-eñ e vefe ul liamm familh etreze.
Itonameg Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek.
Kalteg (pe nahalieg) Yezh en arvar. Komzet e kornôg India. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù moundek.
Kamsaeg (Camsá) Komzet e Kolombia.
Kandocheg (Kandoshi) Komzet e Perou.
Kanitchaneg (Canichana) Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant an Tekirakeg (Tequiraca) (Marv).
Kayoubabeg (Cayubaba) Komzet e Bolivia.
Kayouseg (Cayuse) Marv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Komzet en Oregon ha Stad Washington (Stadoù-Unanet).
Karkareg-Youreg Komzet e Papoua Ginea-Nevez.
Karokeg Komzet e Kalifornia (Stadoù-Unanet).
Kentumeg (Centúúm) Komzet e Nijeria.
Kibirieg (Kibiri) Komzet e Papoua Ginea-Nevez.
Kulheg (Culle) Marv. Komzet e Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù tcholonek.
Koayaeg Komzet e Rondônia (Brazil).
Koutenaieg Komzet eN Idaho ha Montana (Stadoù-Unanet) ha Kolombia Breizh-Veur (Kanada).
Koreaneg Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù altaek.
Kukuraeg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Mato Grosso (Brazil).
Lekeg Komzet e Bolivia
Meroiteg Marv. Komzet gwechall e Rouantelezh Meroe. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nilek-saharek hag er yezhoù afrez-aziatek met n'eo ket bet posupl he renkañ da vat e familh resis ebet betek-henn rak digomprenus eo chomet an holl skridoù er yezh-mañ koulz lavaret.
Movimeg Komzet e Bolivia.
Mounitcheg Komzet e Perou.
Nasaeg Komzet e Kolombia.
Nivc'heg (pe gilyakeg) Ur yezh paleo-siberiek komzet e trowardroioù ar stêr Amour ha war an inizi Sac'halin. Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù tchouktchek-kamtchatkek.
Odiayeg Komzet e Papoua Ginea-Nevez.
Pankararoueg Marv. Komzet e Brazil.
Pouelcheg damvarv. Komzet en Arc'hantina.
Pouinaveg Komzet e Kolombia.
Sabeleg (pe waoraneg) Komzet en Ecuador ha Perou.
Sumereg Marv. Komzet gwechall e Sumeria.
Taochireg Komzet e Perou. Kinniget ez eus bet ur familh-yezhoù enni an omouraneg, ar c'handocheg, an tekirakeg hag an taochireg.
Tikouneg Komzet e Kolombia, Perou ha Brazil. Liammet marteze ouzh ar yourieg (marv).
Timoukoueg (timucua) Marv anavezet mat. Komzet e Florida ha Georgia (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant an tawaseg.
Tinigweg Komzet e Kolombia, peuzvarv.
Toleg Komzet e Honduras.
Troumaieg Komzet e Brazil.
Tsimaneg Komzet e Bolivia.
Tuchaeg (Tuxá) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Bahia ha Pernambuco (Brazil).
Urarineg Komzet e Perou.
Waraoeg Komzet e Guyana, Surinam ha Venezuela. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nasaek.
Yaleg Komzet e Papoua Ginea-Nevez.
Yamaneg Komzet e Chile.
Youtchieg Komzet e Georgia hag Oklahoma (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù siouek.
Yourakareg Komzet e Bolivia.
Youreg Marv. Komzet e Kolombia ha Brazil. Marteze ez eus liammoù gant an tikouneg.
Youroumangieg Marv. Komzet e Kolombia.
Zuni Komzet e Mec'hiko Nevez (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù penoutek met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se.

Yezhoù direnk