Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09, bloaz 2022

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Stock volume.svgGalvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

28/02/2022 — 06/03/2022[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun eus 2022 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Coming soon[kemmañ ar vammenn]

- Johanna Strodt (WMDE) 28 C'hwe 2022 da 12:38 (UTC)[respont]

Rapports de l'appel à commentaires sur les élections 2022 du conseil d'administration de de la WMF[kemmañ ar vammenn]

Ce message est disponible dans d'autres langues sur Meta-wiki.

Bonjour,

L'appel à commentaires sur les élections 2022 au conseil d'administration de la Wikimedia foundation est désormais clos. Cet appel a débuté le 10 janvier et s'est terminé le 16 février 2022. L'appel s'est concentré sur trois questions-clés et a fait l'objet d'un large débat sur Meta-wiki, lors des réunions avec les affiliés et dans diverses conversations communautaires. La communauté et les affiliés ont formulé de nombreuses propositions et points de discussion. Les rapports sont disponibles sur Meta-wiki.

Ces informations seront partagées avec le conseil d'administration et le comité des élections afin qu'ils puissent prendre des décisions éclairées concernant la prochaine élection du conseil d'administration. Le Conseil d'administration fera ensuite une annonce après avoir discuté de ces informations.

Merci à tous ceux et à toutes celles qui ont participé à l'appel à commentaires pour aider à améliorer les processus d'élection du conseil d'administration.

Bien à vous,

L'équipe Stratégie et Gouvernance du Mouvement

MPossoupe (WMF) 3 Meu 2022 da 04:20 (UTC)[respont]

Treuzlizherennañ an anvioù rusianek/ukrainek[kemmañ ar vammenn]

Demat d'an holl, Pegañ a ran amañ div gaozeadenn interesant diwar-benn an anvioù rusianek ha ukrainek, tennet eus pajenn kaozeal C'herson/Kherson ha eus va fajenn gaozeal. Preder zo war an doare-gwellañ da dreuzlizherennañ al lizherenn girilek <x> : <kh> evel er brasañ eus ar sistemoù etrevroadel peotramant <c'h> pezeogwir ez eus un trigraf en hon sistem-skrivañ a c'hell servijet. Marteze e c'helljemp kemer un diviz a-stroll mestal d'an hini bet kavet evit ar gresianeg ? --Flag of Ukraine.svg Lekemok (kaozeal) 4 Meu 2022 da 11:18 (UTC)[respont]

War bajenn C'herson[kemmañ ar vammenn]

Ma oa bet divizet skrivañ C'harkiv, perak Kherson e-lec'h C'herson ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:3C5E:E467:EF26:D627 2 Meu 2022 da 16:03 (UTC)[respont]

Goulenn mat. Me 'gred n'eus ket bet un diviz hollek diwar-benn treuzskrivadur an anvioù ukrainek evel m'eo bet graet evit an anvioù gresianek. Matreze un dra bennak d'ober er sizhunvezhioù a zeu ? --Lekemok (kaozeal) 2 Meu 2022 da 20:14 (UTC)[respont]
Marteze eo koulz derc'hel d'ar "kh" etrevroadel evit ar seurt anvioù (arabek, rusek, ukrainek) , kentoc'h eget ober gant c'h an tad Juluan Maner (ha n'eo ket sur e oa un dibab mat evit ar brezhoneg) . Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2022 da 09:56 (UTC)[respont]

War bajenn-gaozeal Lekemok[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, Sed amañ da-heul un nebeud pajennoù oc'h ober gant c'h e-lec'h kh'

Distaget e vez C'herson /xerˈsɔn/ en ukraineg.

KOLKHOZE kolc'hoz m. -ioù (Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, p. 770b).

Kalon vat dit.--2A01:CB08:8BB7:F100:C18C:8AE7:2596:BE71 3 Meu 2022 da 16:19 (UTC)[respont]

Mat eo brezhonekaat anvioù boutin. Anvioù divoutin zo un afer all. Brezhonekaet e vo Thatcher? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2022 da 16:23 (UTC)[respont]
Marteze e vije ul lec'h gwelloc'h evit ar gaozeadenn-se ? Gallout a rajemp kemer un diviz hollek mestal d'ar gresianeg 'moa meneget war bajenn-gaozeal Kherson ?
Berr ha berr avat, ma'z da embann va soñj, amañ ez eus anv eus un dreuzskrivadenn (pe un dreuzlizheradenn zoken ?) diwar ul lizherenneg estren, n'eo ket brezhonekaat un anv estren. Meur a sistem zo evit an dreuzlizheradenn (a zo skianteloc'h sañset sellet aze padal e c'hell pep yezh kaout hec'h hini sellet amañ. Dre ma n'eus tamm bodad ebet evit kemer seurt divizoù e c'hell pep hini ober evel ma kar, alese meur a zoare d'ober. Etre daou emaon : gwir eo ez eus memes tra reolennoù etrevroadel a-walc'h, da skouer an digraf <kh> evit al lizherenn <X>, met an diaezamant ez eo e vez lennet /k/ gant ar brasañ eus an dud (n'eus nemet selaou ar radio da glevet skouerioù...). Ar <c'h> a c'hellje bezañ un diskoulm, an diviz-se a oa bet graet evit ar gresianeg just a-walc'h, met mont a ra pelloc'h eus an diviz etrevroadel. --Flag of Ukraine.svg Lekemok (kaozeal) 3 Meu 2022 da 21:11 (UTC)[respont]
Evit va c'heloù-me, adal ma rankis studiañ ervat ar rusianeg ha peurwellaat va doare-distagañ, ez on bet harpet gant ar C'H ha meur a draig all en hon yezh, ha deut on a-drugarez dezho a-benn eus geriennoù ha lizherennoù 'zo na vezont kammed rannet evel m'eo dleet gant ur Gall pe ur Saoz., pajenn 59.
E porzh-hent-houarn ar c'herioù bras, n'eo ket gant kêriz, bourc'hizien heñvel ouzh o c'henseurted e pep bro, e veze dedennet va selloù : gant ar bobl, ne lavaran ket, an dudigoù a vev, a c'houzañv hag a varv en oberennoù Tolstoï, Dostoievski, Gogol, Gorki ha Tchec'hov., pajenn 42.
Skrivet e oa bet kement-se gant Jarl Priel e-barzh Va Buhez e Rusia, embannet e 1955, 52 vloaz a-raok na vo boulc'het ar pennad Anton Tchec'hov amañ.--2A01:CB08:8BB7:F100:38AC:B154:4F58:E580 4 Meu 2022 da 10:25 (UTC)[respont]

N'eus ket anv eus brezhonekaat met eus treuzlizherennañ anvioù skrivet gant ul lizherenneg disheñvel diouzh hon hini, evel ma skriv Lekemok uheloc'h. Er Wikipedia saoznek e lenner Kh (digraph), in English transliteration from numerous foreign languages, usually represents [x], but sometimes [kʰ]. N'eo ket evit ar rusianeg pe an ukraineg e vez implijet hepken, met yezhoù all ivez (gresianeg, arabeg...). An holl yezhoù a ra gant al lizherenneg latin ne reont ket gant KH : s.o. de:Cherson en alamaneg pe es:Jersón e spagnoleg. Er pennad Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg e kinniger ober gant c'h evit X. E pennadoù zo (Nikita C'hrouchtchov da skouer) eo bet graet. N'ouzon ket ha graet eo bet taol. Un dra zo sur : evit an degouezhioù ma ne dalvez ket Kh saoznek pe gallek evit /x/ met evit /kʰ/ (evit yezhoù India da skouer), ne vo ket mat ober gant c'h. --Llydawr (kaozeal) 4 Meu 2022 da 16:19 (UTC)[respont]

M'eo bet studiet gant Anna Mouradova e kavan furoc'h heuliañ he choazoù. --Flag of Ukraine.svg Lekemok (kaozeal) 4 Meu 2022 da 21:09 (UTC)[respont]
Salud, Gwir 'noa skrivet LLydawr 'venegiñ ar pennad e spagnoleg : Jersón, distaget /xerˈsɔn̪/. Petra 'vo graet bremañ : lezel ar pennad Kherson evel m'emañ evit poent, da lavarout eo C'herson (ukraineg : Херсон C'herson) zo ur gêr en Ukraina. ennañ ? Pe lakaat un ADKAS da C'herson ? A galon. 2A01:CB08:8BB7:F100:4C43:44CB:5C54:F843 12 Meu 2022 da 15:43 (UTC)[respont]