Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg

Eus Wikipedia

Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg eo an doare da skrivañ ar rusianeg, a vez skrivet gant lizherennoù kirillek, e brezhoneg, a vez skrivet gant lizherennoù latin. Meur a sistem a zo dre ar bed evit treuzlizherennañ ar rusianeg, met n'eus hini ebet c'hoazh (2011) a gement a vefe degemeret gant an holl, koulz ensavadurioù etrebroadel hag ar yezhoù.

Diazezet eo an daolenn-mañ war an daolenn a gaver er stagadenn a zo e dibenn levr Anna Mouradova Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg (Barn, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, p. 164-165). Al lizherennoù war ur foñs liv a zo lizherennoù na vez ket graet ganto ken.


Pennlizherenn Munut Anv Treuzlizherennadur Distagadur
(LFE)
Distagadur
(brezhoneg)
А а a a [a] a (dindan an taol-mouezh), e didon (e-maez taol-mouezh)
Б б be b [b] b
B в ve v [v] v, f (e dibenn ur ger, pe dirak kensonennoù 'zo)
Г г ge g [g] g
Д д de d [d] d
E е je ye, e dirak ur gensonenn [ʲe] yê (dindan an taol-mouezh), (y)ê (e-maez an taol-mouezh)
Ё ё jo yo [ʲo] yô (digor)
Ж ж že j [ʒ] j
З з ze z [z] z (s e dibenn ur ger)
И и i i [i] i
Й й i kratkoie
и краткое
y [j] i kensonenn, y
I і i s totchkoi
и с точкой
ì [i] i
К к ka k [k] k
Л л el l [l] l (etre l ha wl dirak a, o, u, ur gensonenn ha dibenn ur ger)
M м em m [m] m
H н en n [n] n
O о o o [o] o (digor, dindan an taol-mouezh), etre o hag a (er silabenn a-raok an taol-mouezh), e didon (e-lec'h all)
П п pe p [p] p
P р er r [ɾ] r rollet
C с es s [s] s kalet
T т te t [t] t
У у ou ou [u] ou
Ф ф ef f [f] f
X х kha c'h [x] c'h "kalet"
Ц ц tse ts [ʦ] ts
Ч ч če tch [ʧ] tch
Ш ш ša ch [ʃ] ch
Щ щ šča chtch [ʃʧ] chtch
Ъ ъ tvjordyj znak
твёрдый знак
, - [staon.] mut (merkañ a ra ne vez ket staonekaet)
Ы ы y
(jery, еры)
y [ɨ] i serr ha moug
Ь ь miagkiï znak
мягкий знак
’, ' + [staon.] (a dalvez da verkañ glebiadur ar gensonenn)
Ѣ ѣ yat’
ять
ě [ʲɛ]
Э э è oborotnoje
э оборотное
e [ɛ] ê
Ю ю ju you [ʲu] you
Я я ja ya [ʲa] ya (dindan an taol-mouezh), ye didon (e-maez taol mouezh)
Ѳ ѳ f̀ita
Ѳита
[f] ~ [fʲ]
Ѵ ѵ ižica
ижица
[i] i

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]