Mont d’an endalc’had

Sant Visant Ferrer

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Visant Ferrer)
Sant Visant Ferrer

Munud ag ar liestaolenn Polittico di S. Vincenzo Ferreri (tro 1465) get Giovanni Bellini
Munud ag ar liestaolenn
Polittico di S. Vincenzo Ferreri
(tro 1465) get Giovanni Bellini

Anv ganedigezh Vicent Ferrer
Urzh dominigad
Titl kofesour
Ganedigezh València (Spagn)
Marv Gwened (Breizh)
Beziad Gwened (Breizh)
Lakaet da sant 3 a viz Even 1455, Roma (Italia) get Kallistus III
Gouel 5 a viz Ebrel
Kounaet gant Iliz katolik roman, Iliz Bro-Saoz
Lec'h(ioù) pirc'hirinded Gwened, València (Portal del Pouet, Sant Domènec)
Patrom Kumuniezh València, michererion ar sevel tier, plomerion ha tredanerion
Skeudennadurezh dilhad dominigad (gwenn get ur vantell zu), é predeg, get ar biz-yod é tiskouez an oabl, get ar Bibl en dorn, get ur sklav pe ur prizonour, get ur flammenn en dorn, get divaskell er c'hein (evel un ael ag an Apokalips), get un drompilh
Fedoù heverk levezon tu pe du e treuzvarc'had Caspe (yezhoù arall) hag e diskloum skism meur ar C'hornôg (yezhoù arall)


Visant Ferrer pe Visant Ferrie (València, 1350 - Gwened, 1419), Vicent Ferrer e katalaneg, a oa un dominigad a Vro València hag a foetas hentoù an hanter ag Europa é predeg e gelennadur hag e sell àr ar gristeniezh. Desket-bras e oa ha kalz a bouez en doe bet e lez ar Pab Benead XIII ag Avinhon (yezhoù arall) hag e dilenn ar rummad-roueed kastilhat Trastàmara (yezhoù arall) e penn Kurunenn Aragon. Enoret eo evel ur sant get estroc’h evit ur gofezion gristen.

Ag ur familh nobl a València e oa Visant Ferrer. Studiiñ a reas ar brederouriezh ha d’e seitek vlez e voe degemeret e Urzh sant Dominig. Kenderc’hel a reas e studioù e kouvantoù dominigad Barcelona, Toloza ha Lleida (1369-1372), 'lec’h m’en doe Tomàs Carnicer da vestr. A-c’houde 1385 e kelennas doueoniezh e València.

E 1379 ec'h anavas kannadour ar pab e lez Per ar Lidour (yezhoù arall), ar c’hardinal Pedro Martínez de Luna (yezhoù arall) ; adal neuze e troas da du pab Avinhon, Klemañs VII, a enebe doc’h Urban VI. Er blez 1394 e voe dilennet Pere de Luna da bab get kardinaled Avinhon hag anvet Benead XIII (yezhoù arall). Envel a reas Visant da gofesour dezhoñ e-unan ha da guzulier, oc’hpenn pinijennour abostolik ; Visant a nac’has, avat, bout anvet da gardinal, dre uvelded.

E miz Gwenholon 1398, tra ma oa sezizet Avinhon get Charlez VI (Bro-C'hall), n’anave ket ar pab Benead, e chomas klañv Visant Ferrer. Pareet e vije bet dre vurzhud, hervez ar vojenn, get ar C’hrist hag ar sent Frañsez ha Dominig, hag ar re-se o dije er c’haset da bredeg dre ar bed, evit lakaat ar bec’herion da zistroiñ da Zoue, kar fin ar bed a oa tost. Ur wezh pareet e c’houlennas aotre da guitaat lez ar pab enta hag asantet e voe ha roet dezhoñ an titl a gannadour a latere. Evel-se e paseas peurrest e vuhez evel predegennour e pep lec’h e Europa, dreist-holl er rouantelezhioù spagnol. Get e helavarded, ton an apokalips àr e bredegennoù hag e vrud a vurzhudour, e c’hounidas e-leizh a dud, koulz kristenion evel Yuzevion ha muzulmaned, da Zoue.

Faotiñ a rae dezhoñ lakaat un achumant da skism meur ar C’hornôg (yezhoù arall). Klask a reas lakaat Benead XIII ha Gregor XII d’em glevet ha, pa n’en tizhas ket, e c’houlennas get Benead dilezel ar babelezh. Evel m’en nac’has henhenn e labouras Visant evit ma ne vije ket mui harpet get kurunennoù Kastilha hag Aragon. E 1412, pa oa bet tizhet treuzvarc’had Caspe (yezhoù arall) evit diskloumiñ heuliadur Kurunenn Aragon, Visant a skoazellas a-benn ar fin an danvez roue Ferdinant Iañ Aragon en arbenn ma faote dezhoñ lakaat un achumant d’ar skism hag e oa a-du neuze get Marzhin V a-dal da vBenead XIII.

Mervel a reas e 1419 pa oa é predeg àr zouar Breizh.

Levezon relijiel ha speredel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan a bredegennerion veur ar gristeniezh eo sant Visant Ferrer. Hentoù an hanter ag Europa a foetas é predeg e bredegennoù (yezhoù arall) brudet. Heverk eo e oberenn relijiel get ar youl a zo enni da chañch kustumoù speredel ar gevredigezh hag en arbenn ma oa bet predeget (lâret) penn-dar-benn.

Chom a ra 280 ag e bredegennoù hiriv an deiz. Diverradennoù int, e gwirionez, kar sant Visant a bredege euriadoù pad ha sevel a rae danvez e bredegennoù àr ar prim. Skrivet e vezent get izili ag ar gompagnunezh : kloareged, gwiraerion ha kantadoù a benitanted. Sikour a raent razh da grouiñ an aergelc’h atiziñ a veze get predegennoù sant Visant. An tu kentelius a oa dezhe hag ar jeu a veze krouet e-mesk selaouerion dizesk a oa kaoz da dud zo da verviñ ha da froudenniñ (cholori a save etre izili a relijionoù dishañval é veviñ er mem kêr). Yuzevion ha muzulmaned a veze rediet da sellet doc’h arvest relijiel Ferrer, ma veze graet mezh dezhe dirak an holl ha gouzañvet argadennoù kriz gete.

Yezh sant Visant Ferrer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E valensianeg (yezhoù arall) e predege berped sant Visant Ferrer hag en desped d’ar selaouerion kaozeal ur yezh arall en e gomprenent ha berviñ a raent. Gwelet e veze evel ur burzhud a-berzh ar sant. Hiriv an deiz e soñjer kentoc’h e tiskouez an dra-se e vez merket splann razh ar vogalennoù hag ar c’hensonennoù e valensianeg, a c’heller gwelet evel e-kreiz ar yezhoù romanek, hag e veze komprenus enta d’ar mare-se (kar ar yezhoù romanek, ha dreist-holl an termenoù relijiel, a oa hañvaloc’h c’hoazh evit bremañ) get yezherion a gastilhaneg, portugaleg, okitaneg, galleg, italianeg ha c’hoazh. Ne zispleg ket, avat, perak e veze komprenet àr-eeun ivez get ar saoznegerion pe an alamanegerion.

Studiet eo bet ar yezh a implije en e bredegennoù e oberennoù yezhoniezh a-leizh ha gwelet e vez evel un diazez pouezus d’ar yezh a-vremañ, dreist pep tra evit ar c’heriaoueg liderezh ha relijiel.

Kehelidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kallistus III a lakaas Visant Ferrer da sant d’an 3 a viz Even 1455, e Santa Maria sopra Minerva e Roma. Kadarnaet e voe ar c’hehel get Pi II dre ur lizher embannet e 1458 hag a lakae ar gouel d’ar 5 a viz Imbrilh. Beziet eo e Gwened, lec’h ma oa marvet, mes strewet e oa bet relegoù zo ivez.

Hengounioù ha gouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom Bro València eo sant Visant Ferrer, na bout n’eo ket e zeiz un devezh gouel er vro a-bezh. Arabat kemmeskiñ sant Visant Ferrer get sant Visant ar merzher (yezhoù arall), patrom kêr València. E València hag e kalz pennhêrioù a Vro València e vez lidet Burzhudoù sant Visant, abadennoù c’hoariva anezhe, savet da gustum get bugale hag aozet da-geñver gouel sant Visant (d’an eil Lun goude Pask).

Predella evit ar chapel Griffoni, get Ercole Ferrarese (yezhoù arall), Penniliz San Petronio, Bologna, a ziskouez Burzhudoù sant Visant Ferrer (tro 1473). Ema bremañ e taolennaoueg ar Vatikan.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (2010) Quaestio de unitate universalis, Bibliotheca Philosophorum Medii Aevi Cataloniae ; 1. Santa Coloma de Queralt : ca:Obrador Edèndum & ca:Publicacions URV. ISBN 9788493759032. Embannadenn prientet get Alexander Fidora ha Mauro Zonta, get sikour Josep Batalla ha Robert D. Hughes.
  • (2013) "Sant Visant Ferrer/Saint Vincent Ferrier/Sant Vicent Ferrer". An Dasson (77). ISSN 1762-1151. Troet e brezhoneg get David ar Rouz, diàr an destenn c’hallek a gaver e iliz-veur Gwened ; reizhet ar stumm e valensianeg get skoazell Ana Maria Prats Rodríguez.
  • Visant Ferrer (sant) (2010). Sermons. Perpinyà : Éditions de la Merci. ISBN 9782953191752. Troet ag ar c’hatalaneg d’ar galleg get Patrick Gifreu, rakskrid get Josianne Cabanas
  • Sylvestre Seveno (1919). Sant Uisant Ferrié. Gwened : Lafolye. 48 p. 
  • Les Pays Catalans et la Bretagne au Moyen-Âge : autour de la "matière de Bretagne" et de Saint Vincent Ferrier - Els Països Catalans i la Bretanya a l'Edat mitjana : entorn de la "matèria de Bretanya" i Sant Vincent Ferrer, Association Française des Catalanistes, Trabucaire, 2014

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]