Eujen ar Rouz
Eujen ar Rouz (1893-1976), pe Eugène Le Roux en ti-kêr, "Evnig Penn-ar-C'hoad" e anv skrivagner, a zo un Tregeriad anezhañ, brudet e ganaouennoù hag e bezhioù-choari.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet Eugène Le Roux d'an 9 a viz Gwengolo 1893 e Peurid-ar-Roc'h. Goude-se e kemeras an anv-barzh « Evnig Penn ar C'hoad », anv al geriadenn ma oa o chom hag a zo anvet « Le Chef du Bois » war banelloù-hent Peurid-ar-Roc'h ! Pa oa bugel c'hoazh e kemeras perzh e gouelioù kentañ Bleuñ Brug hag a oa aozet gant kure yaouank Sant-Nouga, Yann-Vari Perrot, e maner Keryann, e Bro-Leon. Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari. Dont a rae brud dezhañ amañ hag ahont e Bro-Dreger dre ma kemere perzh e gouelioù a bep seurt. Ezel e oa eus Breuriezh ar Brezhoneg, ha skrivañ a rae e kelaouennoù evel "Arvorig" kent ar brezel kentañ.
E 1922, ez eas Evnig Penn-ar-C'hoad da Bariz da labourat e Ministrerezh an Arc'hantaerezh hag an dra-se a reas e-pad dek vloaz. Evnig a oa d'ar c'houlz-se ezel eus Kelc'h Keltiek Pariz ha barner er c'henstrivadegoù displegañ ha kanañ e brezhoneg hag a veze dalc'het bep bloaz eno. Kas a rae ar sonioù kompozet gantañ da Erwan ar Moal evit bezañ embannet war ar gelaouenn Breiz. Distroet e oa da Vreizh e 1933, rak anvet e oa bet da dailhanter da Rosko ha, goude, da Werliskin.
Degemeret e voe da ezel gant ar C'hoursez (pe Gorsedd) e voe resevet dindan e anv-barzh, Evnig Penn ar C'hoad.
Aet e oa da Berwenan war e leve-kozhni e 1956 hag eno e kendalc'has da labourat war dachenn ar brezhoneg. Degemer a rae a bep seurt tud en e di, hag eno ez eas Makoto Noguchi da vrezhonegañ gantañ alies.
Marvet ha douaret eo bet e Plougouskant d'an 19 a viz Ebrel 1976.
Skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a rae p'en deveze un tamm amzer. Kemer a reas perzh e kenstrivadegoù ar Bleuñ-Brug ha goude gounit meur a briz e voe embannet e sonioù da c'houde e Feiz ha Breiz hag e Breiz, krouet e 1927 ha renet gant e vignon Erwan ar Moal.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a ganaouenn a zo brudet en deiz a hiziv c'hoazh, dreist-holl e Bro-Dreger.
- « Son ar sistr », « Son ar c'hafe », « Salud Breizh ».
- E 1930 ez eus bet embannet un teskad kanaouennoù poblek ennañ e ganaouennoù brudetañ, « Eun dornad Brug », gant Mouladurioù Breiz, ha moulet e ti-moulañ Superbie e Gwengamp (1930).
- Skrivañ a reas ivez e Pariz daou fentc'hoari : "Ar barr-avel" hag "Ar barner barnet" hag a voe c'hoariet meur a wech e Lannuon, e Tregastell, e Boulvriag, e Pleuvihan hag e lec'h all.
- Gounit a reas meur a briz gant sonioù a voe embannet da-c'houde e Feiz ha Breiz hag e Breiz. Embannet ez eus bet teir c'hanaouenn warn-ugent e 1962 gant Emgleo Breiz, « War hentoù Breiz » gant e ganaouennoù beilhadegoù, ha moulet e ti Prudhomme e Sant-Brieg.
Ur bern pennadoù a zo bet savet gantañ e "Breiz" hag en "Arvorig".
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, L. 3 (1945-1968), Skol Vreizh, 2008. ISBN978-2-915623-40-6 . p. 482-483
- Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm, 1992