Treffynnon
Treffynnon (a zo Holywell e saozneg) zo ur gêr e Sir y Fflint, e biz Kembre, er c'hornôg da Glannau Dyfrdwy, anv kornad aber ar stêr Dyfrdwy. Pempvet kêr vrasañ kontelezh Y Fflint eo-hi.
Kêr santez Gwenfrewi eo ivez.
E 2011 e oa 8 886 a dud o chom e kumuniezh Treffynnon ha 1 192 anezho a oa kembraegerien (14%)[1].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ etre Prestatyn, en hanternoz, hag Yr Wyddgrug, er c'hreistez, 5 km bennak eus kêr Y Fflint, e-harz Mynydd Helygain.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo Feunteun Gwenfrewi (St Winefride's Well), a voe savet ur chapel en-dro dezhañ. Anavezet eo ar feunteun (pe buñs) abaoe amzer Proviñs Britannia, ha pirc'hirined a deu di abaoe 660 pa voe dibennet ar santez gant Caradog a glaske he gwallañ.
Meneget eo ar puñs e-touez Seizh Marzh Kembre hag embann a ra kêr bout Lourd ar vro.
Adalek an XVIIIvet kantved e voe pouezus ar mengleuzioù plom hag al labouradegoù kotoñs.
Un Eisteddfod a voe eno e 1869.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|