Mont d’an endalc’had

Mas

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tolz (fizik))

Ar mas, anvet tolz peurliesañ[1],[2],[3],[4],[5],[6], zo ur c'hementad fizikel dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf. Ur perzh diazez eus an danvez eo ar mas hag anadiñ a ra dre ziemluskted ar c'horfoù hag o etreober gravitadurel. E sistem etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar c’hilogram hag a dalvez da unanenn vas ha neket ar gram (g). Implijet e vez ivez an donenn zo par da 1000 kg hag an unanenn vas atomek.

Mas ha kementad danvez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne vez ket muzuliet ar c'hementad danvez gant ar mas !

Sistem etrebroadel an unanennoù a laka ur c'hemm diazez etre ar c'hementad danvez, muzuliet e moloù, hag ar mas, muzuliet e kilogram.

Setu amañ ur skouer. Tri mol heliom 4 zo enne an hevelep niver rik a brotonoù, a neutronoù hag a elektronoù, da lavarout eo ar memes kementad danvez rik hag ur mol karbon 12, eleze 6 mol protonoù, 6 mol neutronoù ha 6 mol elektronoù. Met mas ur mol karbon 12 a dalvez 12 gram dres (Dre dermenadur niver Avogadro) tra ma talvez mas an tri mol heliom 4 kement ha 3 x 4,0026[7] = 12,0078 gram. Kementadoù danvez heñvel-rik a c'hall eta kaout masoù disheñvel.

Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm er mas gant an diforc'h etre energiezhoù ereañ derc'hanel an heliom hag ar c'harbon.

Mas ha pouez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabat eo kemmeskañ ar mas hag ar pouez, gant hemañ ziwezhañ e vez muzuliet an etreober etre ar mas hag ar park gravitadur (Un nerzh eo ar pouez).

Dont a ra ar mesk a vez etre ar mas hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell an hevelep ger "kilogram" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel-bras o natur. O c'hevatalennoù da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann. Sistem etrebroadel an unanennoù (SI) en deus reizhet ar meskaj-se peogwir e vez muzuliet an unanenn nerzh, hag an unanenn-pouez ivez eta, e newton (N).


  1. Dictionnaire français-breton, Martial Menard, Palantines, 2012.
  2. Ar geriadur, Andreo ar Merser, Emgleo Breiz, 2009. Pennger 'masse'.
  3. Geriadur ar fizik, Yann-Baol an Noalleg, Preder, 2006.
  4. Geriadur Brezhoneg An Here, An Here, 2001. Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù, An Here, 1995. Penngerioù 'kilogramm', 'gramm' ha kement zo.
  5. Dictionnaire classique français-breton, Tome VII Marche - Passant, Reun ar Glev, Al Liamm, 1990.
  6. Nouveau dictionnaire breton français, Roparz Hemon, 1978
  7. Taolenn beriodek an elfennoù. a ro ur mas atomek relativel 4,002603250 evit an izotop 4He.