Théophile Jeusset

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Teofil Jeused)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Theophile jeusset en Ouest-Eclair 12 a viz Eost 1932

Théophile Jeusset, treuzskrivet Teofil Jeused e brezhoneg, (ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1910, e Roazhon ha marvet d'an 14 a viz Mae 1968, e Naoned) a oa ur micherour, livour war wer, un emsaver, ur skrivagner hag un lec'hanvadurour brezhoneg.

Emsaver yaouank[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emezelañ a reas er PAB (Parti autonomiste breton), ha pa'z eas ar strollad da get e savas e 1930 ar gelaouennig Breiz da Zont hag ar strolladig (8 ezel) Parti nationaliste intégral breton, awenet gant ar faskouriezh.

E 1932, goude gwalldaol kentañ ar strollad Gwenn ha Du e Roazhon, e voe bac'het e-pad 54 devezh ha lezet da vont, evel pemp emsaver all.
E 1944 en em engouestlas er Bezen Perrot, met Neven Henaff a gasas anezha~~da spian ar Milis gall ken a reas labour kehenterezh evitañ. Pa oa trec'h an Amerikaned e Gouere 1944 e tec'has da Vro-Alamagn gant e familh ha da Vro-Suis goude. Adkaset da Vro-C'hall gant ar Suised, e voa barnet ha kondanet d'ar galeoù evit e buhez-pad. Dieubet goude 7 vloaz, met e chomas klañvidik ken e varvas abred.

Mennozhioù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luziet awalc'h e oa e vennozhioù politikel, pa oa techet d'ar roueelouriezh ha da da embann arroudennoù Charles Maurras, Lenin ha Trotsky, setu perak e krouas e 1934 Strollad krevreadelour micherourien Vreiz gant sikour un nebeud izili eus Strollad Broadel Breizh .

Théophile Jeusset' a oa ivez ur gouennelour hag un enep-yuzev entanet :

« C'est en fonction de leur résistance particulière à la conquête du territoire français par les idées dissolvantes qui émanent plus ou moins des Juifs : maçonnisme, laïcisme, etc., que les Bretons ont été décimés au cours de la dernière guerre mondiale, plus de 200 000. Il est facile d'invoquer pour cette hécatombe des raisons militaires, mais rien ne fera contre ce fait que le répartiteur réel des troupes pendant toute la guerre fut le Juif Abrahami, né … dans le ghetto de Constantinople.»[1]

Lec'hanvadurour brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh niverennoù 27-31 ar gelaouenn SAV ec'h embannas ur studiadenn, pemp pennad enni, dindan an titl "Anoiou-lec'hiou Breiz-Uhel", mui ur rakskrid berr en niverenn gentañ, "Esae brezonekaat anoiou-lec'hiou Breiz-Uhel" e env. En destennig e tispleg penaos en deus graet e enklask "hag (evitañ) beza micherour e-pad an devez". "Furchet am eus en diellou koz, en teskadou-skridou, el levriou a bep seurt, - dreist-holl en Istor… Fizians am eus da gregi gant eul labour talvoudus evit Dazont Breiz… n'am eus ket kavet ar c'henskoazell am eus goulennet digant ar re varrek war an dachenn-se."
Trugarekaat a ra "ar vignoned o deus kenlabouret (gantañ), - dreist-holl Gwilherm Berthou-Kerwerziou, eur paotr a gompren gallegerien Breiz-Uhel."
Brezhonekaet en doa anvioù kumunioù ha broioù Breizh-Uhel hag un nebeud anvioù elfennoù douaroniel (stêrioù, menezioù). Un nebeud anezho zo bet reizhet gant e heulidi (R. Hemon a gavas gwelloc'h Felger eget Filger).
Kendelc'her a reas da embann e studiadennoù e-barzh Al Liamm (adalek an nn 8). Sinet e veze e bennadoù gant e anv pe gant Melar Josig pe Teofil Jeused.

E 1965 e embannas ur buhezskrid gant an anv-pluenn Jean-Yves Keraudren : À contre-courant. El levr e tispleg e vuhez hep kaout keuz d'e vennozhioù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hor bara pemdeziek, Al Liamm (nn 123, 124, 125, 126, 127)
  • Notennoù da dresañ danevell-buhez Roparzh Ervezel, savour abati Fontevraod, Al Liamm, nn 102), 1964. Eus ar gwenvidig Roperzh Ervrezhell (Robert d'Arbrissel) e oa anv.

Skrivet en deus pennadoù evit Barr-Heol hag Hor Yezh ivez.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Yves Keraudren, A contre-courant, Éd. du Scorpion, 1965. Envorennoù dindan un anv-pluenn skrivet en toull-bac'h.
  • Hor bara pemdeziek, Al Liamm, 1969. 78 p.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pennad Jeusset, Théophile, in Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1991.
  • Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945, Maspéro, 1976


  1. Théophile Jeusset, Breiz da Zont, Gouhere 1931, tennet eus Hamon, Kristian, Les nationalistes bretons sous l'occupation, An Here, 2001, p.13.