Mont d’an endalc’had

Stefania Turkevitch

Eus Wikipedia
Stefania Turkevitch

Poltredet e 1920
Ganedigezh 25 a viz Ebrel 1898
Lviv
Banniel Ukraina Ukraina
Marv 8 a viz Ebrel 1977 (79 vloaz)
Cambridge
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Broadelezh Ukrainat

Studioù Skol-veur Lviv
Skol-sonerezh Berlin
Micher Pianoourez
Sonaozourez
Kerzoniourez
Kelennerez piano
Floruit Bloavezhioù 1920bl. 1970

Stefania Ivanivna Turkevitch-Loukianovitch (Ukraineg : Туркевич-Лукіянович Стефанія Іванівна ; Lviv, 25 a viz Ebrel 1898Cambridge, 8 a viz Ebrel 1977) a oa ur bianoourez, ur sonaozourez hag ur gerzoniourez ukrainat.
Anzavet eo bet evel ar sonaozourez kentañ en Istor Ukraina, hogen berzet e voe hec'h oberennoù gant Soviediz.

• Bugaleaj

En Aostria-Hungaria edo Ukraina pa voe ganet Stefania Turkevitch e 1898, kentañ merc'h ar beleg ha kerzoniour Ivan Emanuel Turkevitch (1872-1936) hag e bried Sofia Kormoch, pianoourez.
Holl izili an tiegezh a ouie seniñ : Stefania a sone ar piano, an delenn hag an harmoniom ; sonerien ivez e oa he c'hoar Iryna hag he breur Lev. Diwezhatoc'h e lavaras ar sonaozourez a-zivout he yaouankiz :

Kalon an tiegezh e oa ma mamm, a oa ur bianoourez eus an dibab ; kalz e plije din he selaou pa oan bugel. Diwezhatoc'h e voulc'homp sevel ul laz-seniñ er gêr : ma zad ouzh ar gourbiolin (nemet e ouie seniñ ar piano ivez), ma mamm ouzh ar piano, Lev ouzh ar c'haolviolin, me ouzh an harmoniom, ha daou skoliad d'ar c'helenner Prfetsky a sone ar violin. Er gêr ivez e voe savet al laz-kanañ renet gant ma zad – gantañ omp bet lakaet war hent ar sonerezh ; biskoazh n'en deus krennet war an arc'hant evit hon deskadurezh war ar sonerezh.

Stefania Turkevitch-Lisovska [1]
• Studioù

Stefania Turkevitch
Stefania da 17 vloaz, e 1915

Gant ar sonaozour ukrainian Vasyl Barvinsky (1888-1963) e krogas Stefania Turkevitch gant he studioù war ar sonerezh. Adalek 1914 betek 1916 e studias ar piano e Vienna dindan ren ar Tchek Vilém Kurz (1872-1945). Goude ar Brezel-bed kentañ e studias gant ar Polonad Adolf Chybiński (1880-1952) e Skol-veur Lviv, ha war an dro e heulias e gentelioù war adamkaniezh ar sonerezh e Skol-sonerezh Lviv.[1].

E 1919 e skrivas Stefania Turkevitch he fezh sonerezh kentañ,  Літургію  (Liturhiyou, "Liderezh"), a voe sonet meur a wezh en Iliz-veur Lviv.

E 1921 e studias e Vienna gant an Aostrianed Guido Adler (1855-1941) er Skol-veur ha Joseph Marx (1882-1964) e Skol-veur ar Sonerezh hag an Arzoù ; un testeni war ar c'helenn he devoe digant Skol-veur ar Sonerezh e 1923.

E 1925 e timezas gant an Ukrainad Robert Lisovskyi (1893-1982) kent beajiñ gantañ da Verlin, ma vevjont adalek 1927 betek 1930 ; eno e studias Stefania gant an Aostrianed Arnold Schönberg (1874-1951) ha Franz Schreker (1878-1934).[1]. E-keit-se, e 1927, e c'hanas he merc'h Zoya (Зоя)[2].

Er bloaz 1930 ez eas Stefania Turkevitch da Braha, ma studias gant Zdeněk Nejedlý (1878-1962) er Skol-veur ha gant Otakar Šín (1881-1943) er Skol-sonerezh. Ar sonaozañ a studias ivez, gant Vítězslav Novák (1870-1949) en Akademiezh ar sonerezh. En diskaramzer 1933 e kelennas ar piano hag e sonas evit Skol-sonerezh Praha. Bloaz goude, e 1934, e soutenas he zezenn doktorelezh a-zivout folklor Ukraina er c'hoariganoù Rusian[1] ; he doktorelezh war ar gerzoniezh he devoe e Praha digant Skol-veur Zizalc'h Ukraina, e 1934 end-eeun. Stefania Turkevitch e voe ar vaouez kentañ eus Galitsia (a oa ur rann eus Polonia d'ar mare-se) o tapout un doktorelezh war dachenn Skiantoù an den.

• Eil Brezel-bed

En diskaramzer 1939, pa darzhas an Eil Brezel-bed ha goude aloubidigezh Ukraina ar C'hornôg gant Soviediz e labouras Stefania Turkevitch evel kelennerez ha mestrez-sonadeg[3] en opera Lviv ; e 1940-41 e voe beskelennerez e Skol-sonerezh Lviv. Pa voe klozet ar Skol gant an alouberien alaman e kendalc'has da gelenn e Skol-sonerezh ar Stad.
En nevezamzer 1944 e kuitaas Lviv hag e tistroas da Vienna. P'edo o tec'hel a-zirak Soviediz e 1946 en em gavas en Aostria ar Su, hag alese ez eas da Italia gant he eil pried, Nartsiz Lukyanovitch, a oa ur mezeg dindan gourc'hemenn ar Rouantelezh-Unanet.

• Er Rouantelezh-Unanet

En diskaramzer 1946 e tilojas Stefania Turkevitch d'ar Rouantelezh-Unanet, ma vevas e Brighton adalek 1947 betek 1951, e Londrez (1951–1952), Barrow Gurney e-kichen Bristol) (1952–1962), Belfast e Norzhiwerzhon (1962–1973), ha Cambridge, ma varvas e 1977 nebeut a-raok he 79vet gouel-bloaz.

E dibenn ar bloavezhioù 1940 ezadkrogas Stefania Turkevitch da aozañ sonerezh. Gwech ha gwech all e kendalc'has da seniñ ar piano war al leurenn, dreist-holl e 1957 pa roas ur stirad kensonadegoù en Ukraina hag e 1959 pa sonas e Bristol.
Degemeret e voe er British Society of Women-Composers and Musicians, a badas betek 1972.

• Симфонічні твори — Oberennoù sinfoniel
  • Симфонія — Sinfonienn niv. 1 — 1937
  • Симфонія no. 2(a) — Sinfonienn niv. 2(a) — 1952
  • Симфонія no. 2(b) (2-й варіант) — Sinfonienn no. 2(b) (eil doare)
  • Симфонієта — Sinfoniennig — 1956
  • Три Симфонічні Ескізи — Teir damsinfonienn — 3 Mae 1975
  • Симфонічна поема — Barzhoneg sinfoniel La Vita
  • Космічна симфонія — Sinfonienn egorel — 1972
  • Сюїта для подвійного струнного оркестру — Heuliad evit daou laz kerdin
  • Фентезі для подвійного струнного оркестру — Faltazi evit daou laz kerdin
• Балети — Barrezhioù
  • Руки — Daouarn — Bristol, 1957
  • Перли — Perlez
  • Весна — Nevezamzer — Barrezh evit ar vugale, 1934-5
  • Мавка (a) & (b) — Belfast, 1964-7
  • Страхопуд — Spontailh — 1976
• Oпера — C'hoariganoù
  • Мавка (diglok)
• Дитячі опери — C'hoariganoù evit ar vugale
  • Цар Ох або Серце Оксани — Tsar Okh pe Kalon Oksana — 1960
  • Куць — An diaoul yaouank
  • Яринний городчик — Kêr en Nevezamzer — 1969
• Хорові твори — Kanerezh a-gor
  • Літургія — Liderezh — 1919
  • Псалом Андрей Шептицький — Salm da Andri Cheptytsky
  • До Бою — A-raok an emgann
  • Триптих — Teirzaolenn
  • Колискова (А-а, котика нема) — Luskell (A-a, kazh ebet) — 1946
• Камерно-інструментальні твори — Sonerezh-kambr binviadurel
  • Соната для скрипки і фортепіано 1935 — Sonadenn evit biolon ha piano
  • (a) струнний квартет 1960—1970 — String quartet
  • (b) струнний квартет 1960—1970 — String quartet
  • Тріо для скрипки, альта та віолончелі 1960—1970 — Triad evit biolin, biol ha gourbiolin
  • Квінтет для двох скрипок, альта, віолончелі фортепіано — Pempad evit dou violin, alto, piano, gourbiolon — 1960—1970
  • Тріо для флейти, кларнету, фагота — Triad evit fleüt, klerinell, bason — 1972
• Твори для фортепіано — Oberennoù evit ar piano[4]
  • Варіації на українську тему — Argemmoù war un ton ukrainien — 1932
  • Фантазія: Сюїта фортепіанна на українські теми — Fantazia : heuliad evit ar piano war donioù ukrainat — 1940
  • Імпромпту — Impromptu[5] — 1962
  • Гротеск — Grotesque — 1964
  • Гірська сюїта — Heuliad ar Menez — 1966—1968
  • Цикл п'єс для дітей — Heuliad pezhioù evit ar vugale — 1936—1946
  • Українські коляди та щедрівки — Kanoù ukrainat ha kanoù an Nedeleg
  • Вістку голосить — O lenn ar c'heleier
  • Christmas with Harlequin — Belfast — 1971
• Різне — Liesseurt
  • Серце — Kalon (mouezh solo ha laz-seniñ)
  • Лореляй — Lorelei (konter, harmonium ha piano ; komzoù gant Lesia Ukrainka) — 1919
  • Травень — Mae — 1912
  • Тема народної пісні — Tonioù kanaouennoù folklorel
  • На Майдані — War Maidan[6] (piano)
  • Не піду до леса з конечкамі — Лемківська пісня — Ned in ket d'ar goadeg — Kanaouenn lemko evit mouezh ha kerdin

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Сокіл-Рудницька М. Пам’яті Стефанії Лукіянович // Вільне Слово. – Торонто, 1977. – 9 і 16 липня. – С. 3.
  • Вовк В. Парастас для Стефанії Туркевич-Лукіянович // Наше Життя. – Нью-Йорк, 1992. – Ч. 5. – С. 6–9.
  • Стельмащук Р. Забутий львівський композитор-неокласик (штрихи до творчого портрета Стефанії Туркевич) // Музика Галичини (Musica Galiciana) / Матеріали Другої міжнародної конференції. – Львів, 1999. – С. 276–281.
  • Павлишин С. Перша українська композиторка // Наше Життя. – Нью-Йорк, 2004. – Ч. 1. – С. 14–16.
  • Павлишин С. Перша українська композиторка: Стефанія Туркевич-Лісовська-Лукіянович. – Львів, 2004.
  • Карась Г. Статика і динаміка жанру дитячої опери у творчості композиторів української діаспори ХХ ст. // Вісник Державної академії керівних кадрів культури і мистецтв. – Київ, 2010. – No. 2. – С. 89–93.
  • Яців Р. Роберт Лісовський (1893–1982): дух лінії. – Львів, 2015. – С. 11, 13, 79–84, 91.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (uk) Pavlychyn, Stefania Stefanivna. Павлишин С. Перша українська композиторка Стефанія Туркевич-Лісовська-Лукіянович (Ar c'hentañ sonaozourez ulrainat : Stefania Turkevitch-Lisovska-Loukianovitch. Lviv : Bak, 2004 (ISBN 978-966-7065-50-8)
  2. (uk) Зоя Робертівна Лісовська-Нижанківська "Lisovska-Nyzhankivska Zoya Robertivna" en Encyclopedia of Modern Ukraine'
    (ukrainian)
    . Kavet : 23/05/2021.
  3. Ar garg kentañ goude penn al laz-seniñ.
  4. фортепіано = fortepiano.
  5. "War an taol".
  6. Leurgêr an Dizalc'hiezh, e Kyiv.