Skirioù-Masen
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Skirioù-Masen | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Maczant | |
Anv gallek (ofisiel) | Maxent | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Plelann-Veur (betek 2015) Moñforzh (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 35169 | |
Kod post | 35380 | |
Maer Amzer gefridi | Henri Doranlo 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Breselien | |
Bro velestradurel | Bro Breselien | |
Lec'hienn web | http://mairie.orange.fr/mairie.maxent/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 470 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 37 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 110 m bihanañ 51 m — brasañ 137 m | |
Gorread | 39,72 km² | |
kemmañ ![]() |
Skirioù-Masen[2] a zo ur gumun eus Kanton Moñforzh e departamant Il-ha-Gwilen.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar anv Sant Masen, sant galian eus Poatev, ma'z eo ar memes sant evel hini Saint-Maixent-l'École.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abati[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un abati a voe savet eno e 853, war c'houlenn menec'h abati Redon, a glaske gwarez e-ser Salaun roue Breizh diouzh ar Vikinged a deue betek Redon da breizhata gant ar stêr Gwilun. Dediet e voe an abati nevez da Sant Masen, pa voe lakaet enni relegoù ar sant gant ar roue. Kreskiñ a reas brud an abati, ha kaset e voe ar relegoù en-dro da barrez orin ar sant, da Boatev.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Bellamy e anv, ha pemp beleg, Peltier, Masson, Piraud, Bigarré ha Jouan[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 97 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.l.e. 4,66% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4] ; daou anezhe varvas e Belgia e penn-kentañ ar brezel: unan d’ar 21 a viz Eost 1914 e Fosses-la-Ville, soudard e oa en 47vet Rujumant Troadegiezh[5] , egile d’ar 4 a viz Gwengolo 1914 e Vieusart, soudard e oa en 8vet Rujumant Troadegiezh[6] .
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas seitek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz katolik kozh, IXvet kantved, bet distrujet e 1897.
- Iliz katolik Sant Masen, 1893-1897, treset gant an ti-savour Arthur Regnault.
- Monumant ar re varv[8].
- Kastell Les Hayes, XIXvet kantved.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1924 : Henri Lécuyer, emsaver breton, ezel eus Urzh an Erminig
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud liammet gant ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ brezhonekaet e Masen gant Teofil Jeused (SAV, niv. 29, p. 91 ; Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1985, p. 553); e Skirioù-Masen gant Servij ar Brezhoneg hag Ofis ar Brezhoneg (Anvioù kumunioù Breizh, 1995; Roll Skoueriekaet Kumunioù Breizh, 2002).
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.16
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb