Sikofant
Ur sikofant (συκοφάντης / sukophántês e gregach) a oa un tamaller a vicher en Aten an Henamzer. Meneget eo e obererezh e meur a oberenn lennegel, evel komediennoù Aristofanes (war-dro -450 pe -445 - -385), en De Mysteriis gant Andokides (war-droioù -440 - -390), gant Ksenofon (-430 - -355) ha Platon (-427 - -348).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket a bolis, ha ne oa ket kalz a brokulored, hag ar prosezioù a veze savet gant tud prevez. War-dro ar Vvet kantved kent JK e kaved e veze re a brosezioù diabeg gant ar sikofanted, ha ne oant ket karet[1], dre ma klaskent sachañ arc'hant digant ar re a damallent : pe gant ar prosezioù a zegase dezho arc'hant an dud kondaonet, pe evit ehanañ ar prosezioù boulc'het. Ar re a save prosezioù a veze graet sikofanted anezho. Bezañ tamallet da sikofant a zeuas da vout un tamall grevus, ha daou brezegour o deus laosket pep a brezegenn ma tinac'hont bezañ sikofanted : Lysias, gant "A-enep ar varc'hadourien greun", ha Lykourgos gant "A-enep Leokrates" dre ma prosezont evel keodeourien brevez, ha n'o deus gounit personel ebet da dennañ eus an tabut, kontrol d'ar sikofanted.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Splann eo aozadur ar ger, a zeu eus σῦκον / sũkon, « fiezenn », ha φαίνω / phaínô, « dizoloiñ ». Hogen teñval eo an orin, ha meur a zisplegadur zo bet roet.
- Hervez Ploutarc'hos e veze diskuliet marc'hadourien fiez gant ar sikofanted dre ma oa difennet gwerzhañ fiez e-maez Attika hervez al lezenn. Gwir eo e veze difennet, abaoe amzer Solon, gwerzhañ marc'hadourezhioù zo e-maez ar vo, met biskoazh n'eus bet anv a fiez el lezenn.
Koulskoude e ranke bezañ difennet peogwir e veze flatret ar re a werzhe gant ar sikofant, a oa deuet da vezañ un tamaller a vicher, gaouiad ivez. Bevañ a rae diwar flatrañ an oberoù e-maez al lezenn, ha bodenn dezhañ a veze roet gant ar stad. Pa c'houneze e brosez e reseve war-dro an hanter eus priz an telloù-kastiz paeet gant an dud kondaonet.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo ar ger e Kriton, gant Platon, diwar-benn marv Sokrates : ma varv Sokrates e vo tamallet da Griton, a zo pinvidik, endra ma n'en devo ket bet c'hoant da baeañ sikofanted. Implijet e vez ar ger sikofant diwar-benn tud izel a vez oc'h ober al lez da dud c'halloudus evit kaout ur renk uheloc'h er gevredigezh. E pezhioù-c'hoari Aristofanes e vez anv eus seurt tud.
Meneget eo ar ger ivez
- en Ἀπομνημονευμάτων / Apomnêmoneumatôn gant Ksenofon (war-dro -370), dastumad danevelloù diwar-benn buhez Sokrates, a oa bet mestr-skol d'an oberour.
- e komediennoù Aristofanes:
- en Ἀχαρνεῖς, e weler un den anvet Dikeopolis, flatret gant ur sikofant, ma ya d'e vazhata, d'e stagañ, d'e werzhañ d'un den eus Tebai, hag a lavar n'eus ket a sikofanted eno hag e c'hounezo arc'hant eta ouzh e ziskouez e kêr Tebai.
- e Ploutos (Πλοῦτος / Ploutos "pinvidigezh") e -408, adwelet e -388.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiriv e kaver ar ger sikofant bepred e gresianeg hag e galleg, gant ur ster all avat, pa dalvez kement ha flatrer, e-skoaz e saozneg e talv kement ha lip revr.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gevatal en deus ar ger en holl yezhoù ma venner komz eus ar garg. Koulskoude n'emañ ket er geriadurioù brezhonek. E geriadurioù Frañsez Vallée, Reun ar Glev ha Frañsez Favereau e vez troet gant "flatrer" ha "hibouder" : n'eo ket ster ar ger istorel en Henc'hres, ma oa ur seurt prokulor[2].
Diwar-benn ar ger sycophante er geriadurioù galleg-brezhoneg-
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne gaver ket ar ger gallek sycophante e geriadurioù galleg-brezhoneg a-raok an XXvet kantved. Gwir eo ne bledont ket alies gant kargoù Henc'hres.
- E 1850, e Geriadur ar Gonideg, brezhoneg-galleg, embannet gant Théodore Hersart de La Villemarqué, e kaver ar gerioù diskulier, hibouder, flatrer, troet evel dénonciateur, délateur.
- E 1931, e kaver sycophante e-barzh ar Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée, troet gant flatrer, hibouder (gand an hen-C'hresianed). Ne gomze ket brezhoneg an Henc'hresianed.
Goude-se e vo adkavet ar ger (ral e galleg) meur a wech :
- E 1974 en Dictionnaire Français Breton gant Roparz Hemon, troet gant flatrer.
- E 1994 eo adkemeret ar ger e 10vet levrenn an Dictionnaire classique français-breton gant Reun ar Glev, troet gant flatrer (I. Délateur) ha ganas (II. Fourbe).
- E 2000, e Geriadur Favereau, troet gant hibouder (pajenn 1305b).
- E 2005, e Geriadur Hemon-Huon, troet gant flatrer.
- N'emañ ket ar ger e Geriadur Ménard.
Diwar-benn ar gerioù hiboud, hibouderezh, hiboudiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E yezhoù zo (saozneg, galleg) e vez implijet ar ger sycophante er yezh a-vremañ, en ul live-yezh uhel (evel alies gant ar gerioù gregach), evel flatrer. Sterioù all avat a vez roet d'ar ger hervez ar yezhoù, an oberourien, ar marevezh.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Jean de La Fontaine, er fablenn Le loup devenu berger, e lenner, diwar-benn ar bleiz :
- Guillot le sycophante. En un notenn e lavar an oberour e ranker kompren toueller.
- E L'Encyclopédie[3], en embannadur e 1751.
- Gant Georges Brassens (1921-1981), er ganaouenn Les quatre bacheliers, e klever :
- Les sycophantes du pays, Sans vergogne, Aux gendarmes nous ont trahis, Nous ont trahis.
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E saozneg e talvez kement ha lubaner, er varzhoneg The Sycophantic Fox and the Gullible Raven e Fables for the Frivolous, gant Guy Wetmore Carryl, e 1898.
E meur a yezh e vez graet anvioù skeudennusoc'h eus ar sikofanted : lip-revr, e brezhoneg, brownnoser, bootlicker hag ass-kisser e saozneg, lameculos e spagnoleg. Anat eo emaomp gwall bell eus sikofant Aristofanos.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](de)
- Robert Hanulak: Sykophant und Sykophantie im klassischen Athen. Grin, München 2006, ISBN 978-3-638-77684-4.
(en)
- Matthew R. Christ: Ostracism, Sycophancy, and Deception of the Demos: [Arist.] Ath. Pol. 43.5. In: The Classical Quarterly. New Series Bd. 42, Nr. 2, 1992, Fazi Lua e mw.text.lua d'al linenn 25 : bad argument #1 to 'match' (string expected, got nil)., S. 336–346, Patrom:Doi.
- John Oscar Lofberg: Sycophancy in Athens. The University of Chicago Libraries, Chicago IL 1917 (Chicago IL, University, Dissertation).
(es)
- Enciclopedia Universal: http://www.filosofia.org/enc/eui/e551144.htm.
(fr)
- S. Reinach, «Les sycophantes et les mystères de la figue», en Cultes, mythes et religions (Pariz 1913)
- Revue des Études Grecques (levrenn XIX, 1907);
- Paul Girard, Quelques réflexions sur le sens du mot sycophante, Revue des Études Grecques, 1907, Volume 20 Numéro 88, pp. 143–163 Lenn en-linenn