Fiez

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Diabarzh ur fiezenn
Fiezennoù en ur wezenn
Fiez sec'h

Ar fiez, pe figez, zo frouezh plant eus kerentiad ar Moraceae, anvet Ficus carica.

E broioù ar Reter-Nesañ e kreske ar gwez bihan-se gwechall, a-raok ma voent gounezet gant an dud, meur a vilved zo, ha ma voent ledet dre ar bed a-bezh. Bremañ e vezont gounezet e meur a vro. Turkia eo ar vro ma eoster ar muiañ a fiez (274500 a donennoù, ha 27% eus an eostadoù er bed a-bezh) ; e broioù Norzhafrika (Ejipt, Maroko, Aljeria) e vez eostet kalz anezho ivez. Glas-ruz e vezont pa vezont darev ha mat da zebriñ. Debret e vezont ent-sec'h ivez.

Dont a ra anv brezhonek ar frouezh-se eus ar galleg, ma voe amprestet da vare ar c'hrennvrezhoneg[1] hag ar ger gallek e-unan a voe amprestet digant an okitaneg, figa, deuet eus ar ger latin ficus[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. French Loanwords in Middle Breton, Arzel Even, University of Wales Press, p. 120
  2. Centre National de Ressources Textuelles et Lexicales


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.