Mont d’an endalc’had

Remont Jestin

Eus Wikipedia
Remont Jestin
Remont Jestin
Anv ofisiel Raymond André Gestin
Anv pluenn Remont Jestin, Rieg Jestin, Rigakos, Gestin
Obererezh Prederour, yezhoniour, livour, skrivagner
Ganedigezh e 1902
e Landerne, Breizh
Marv e 1991
e Menton, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Oberennoù pennañ
Ar bouddha hag ar vouddhaadegez
Traoù ouzhpenn
Abrégé de grammaire sumérienne
Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel
Eñvorennoù a Durkia


Remont Jestin (Raymond André Gestin er marilhoù-kêr), ganet e Landerne, e 1902, ha marvet e Menton, e 1991, a oa ur c’helenner arbennigour war ar sumereg, ur yezhoniour, ur prederour levezonet gant Friedrich Nietzsche, ul livour hag ur skrivagner brezhonek, stag ouzh Breizhiz e Pariz, evel Goulven Pennaod ha Kêr-Vreizh hag an Entente culturelle bretonne. Lesanvioù e-leizh a implijas evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin’'. Sinañ a rae e studioù war ar sumereg, Raymond-Riec Jestin.

Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e Bro-Leon. Goude bezañ desket ar galleg e-unan e tremenas e vachelouriezh ha ez eas da Bariz evit heuliañ studioù en École du Louvre. Goude bezañ graet mil micher ez eas da chom da Istanbul. Pa oa o verdeiñ er Mor Kreizdouar e voe goulennet digantañ mont da reiñ harp da hendraourien e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Distroet da Bariz e 1935 ha tremenet an doktorelezh war al Lizhiri diwar-benn ar verb sumerek e tapas ur post eilkelenner war ar sumereg e Skolaj Bro-C’hall. Dont a reas da vout kelenner en École pratique des hautes études ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
Pelloc’h e kejas gant Goulven Pennaod pa voe mennozhioù an tu-dehou pellañ boutin etrezo, gouennelouriezh ha azeulerezh an nerzh hag e skrivas pennadoù politikerezh ha prederouriezh er gelaouenn a voe rener anezhi, An Nerzh. hag er Stourmer eus ar memes spered.

Obererezhioù breizhek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken abred ha 1935 e savas ur pennad brezhonek evit Gwalarn’’ a-zivout ar brezhoneg eeun ha bloaz goude ur studiadenn war ar vouddhaegezh ha ne oa ket bet eus ar seurt-se betek-henn.

Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel Goulven Pennaod e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù Ar Stourmer hag An nerzh. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn Ar stourmer : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.

Gant Goulvenn Pennaod ha Herve ar Menn e savas ul lec’h sevenadurel e Norzh Pariz, Kervarker e anv hag e kemeras penn Emglev Sevenadurel Breizh a rene an traoù e 1962, met ne badas ket an obererezh pelloc’h eget 1968.

Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn Preder. Unan eus dodennoù pouezusañ oberenn Remont Jestin e oa an nerzh a-ziwar an natur hag ar ouenn dre brederouriezh ar Baganed ha hini Friedrich Nietzsche.

Livour hep bezañ bet stummet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1950 e krogas Remont Jestin gant an eoulliverezh hep m’en doe resevet stummadur arzel ebet. Donezonet e oa ken e c’hellas sevel un diskouezadeg e stal-arz Bernheim, e Pariz[1]

"Al lorc'h evit ur ouenn a zo bleunienn ar yec'hed, ha mousc'hoarzh ar c'hlanded, ouzhpenn ez eo kreñvañ mirour he galloud hag he youl-emledañ, he spered-trec'h. An hini lorc'hus a zo faeüs ha dre-se n'eo ket fall e-keñver e enebourien. Ar sklav eo a zo gourvennek ha dieeun. An hini balc'h a oar ar pezh a dalv ha gwelloc'h eo gantañ bezañ eñ e-unan eget bezañ unan all. Neuze ne gilo na ne ziskrogo, rak ezhomm en do atav da greskiñ e nerzh hag e binvidigezh-ene evit kenderc'hel da vagañ an emskiant-se." (Lorc'h, Preder, Tonkad 61, 1961)

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
brezhoneg
  •  » Ar bouddha hag ar vouddhaadegez", Gwalarn,'’ niv. 95-96, 1936.
  •  » Eñvorennoù a Durkia", SAV, niv. 20, 22 ha 24, 1942.
  • « Fragmenta Philosophica », Galv, niv. 172, 1942
  •  « Friedrich Nietzsche hag e gelenn », Al Liamm, niv. 15, 1949.
  • « Hortus Mangarevensis », Al Liamm, niv. 62-63-64-65, 1957
  • « Un trist a Arlecchino », Hor Yezh, niv. 10, 1956
  •  «  Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel », ‘’Preder, niv. 53, 1959.
  •  « Hent ar ouenn ? Hent an natur», Ar stourmer, niverennoù 1-3, 1962.
  • « Ar yezh evel diazez an emskiant vroadel ». E-barz Ar stourmer, niv. 11, 1964
  • « PredeRIEGoù ». E-barzh An Nerzh, niv. 20, 1990
embannadennoù skol-veur
  • Textes économiques sumériens de la IIe dynastie d’Ur, Pariz : Librairie d'Amérique et d'Orient, Adrien-Maisonneuve , 1935
  • Tablettes sumériennes de Šuruppak censervées au Musée de Stamboul, Pariz, E. de Boccard, 1937
  • Le Verbe sumérien, Pariz, E. de Boccard , 1943. Tezenn war al Lizhiri dirak Skol-veur Pariz.
  • Abrégé de grammaire sumérienne, Pariz, Paul Geuthner , 1951
  • Textes économiques de Mari (IIIe dynastie d’Ur), Pariz, 1952
  • Le verbe sumérien : complément, Pariz, E. de Boccard, 1954
  • Contribution au Thesaurus de la langue sumérienne fascicule II, le verbe AK, asamblez gant Maurice Lambert, Paris, Collège de France, 1955
  • Nouvelles tablettes sumériennes de Šuruppak au Musée d’Istanbul, Paris : A. Maisonneuve, 1957
  • Notes de graphie et de phonétique sumériennes, Pariz, Librairie ancienne Honoré Champion , 1965
  • Quelques notes complémentaires sur le système préfixal sumérien, Kevelaer, Neukirchen-Vluyn, 1976
  • Abrégé de grammaire sumérienne, Pariz, Paul Geuthner, 1994

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pêr ar Bihan, Marvnad da geñver e varv e-barzh Notennoù Al Liamm, , niv. 267-268, Here 1991, p. p. 126-127.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hg ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Gestin, Raymond André.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pêr ar Bihan, Notenn e-barzh Al Liamm, Here 1991.