Mont d’an endalc’had

Raffig Tullou

Eus Wikipedia
Raffig Tullou
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhRaphaël Jean-Baptiste Joseph Tulou Kemmañ
Anv-bihanRaphaël Kemmañ
Anv-familhTullou Kemmañ
LesanvNeven Lewarc’h Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gen 1909 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMorzhell Kemmañ
Deiziad ar marv16 Gen 1990 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Ervlan Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, kizeller, kinklour Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Raffig Tullou

Raffig Tullou, Raphaël Jean Tullou e anv kefridiel - Neven Lewarc’h ha Lugumarcos, e zaou anv-drouiz -, a voe ur c'hizeller brezhon, ur stourmer breizhek hag un ezel eus ar luskad drouizel. Ganet e voe d'an 9 a viz Du 1909 e Morzhell hag e varvas d'ar 16 a viz Genver 1990 e Sant-Ervlan.

Delwenn Nevenoe gant Raffig Tullou e Blaen-Ballon

Merour ar gelaouenn Feiz ha Breiz e voe e 1928 hag e krouas ar gelaouennig Breiz digabestr. E 1934 e kemeras perzh er Mouvement fédéraliste breton ("Luskad kevredadel Breizh"), a-gevret gant Gestalen, Francis Bayer du Kern, Goulven Mazeas ha Morvan Marchal. Galvet da soudard e 1940 e voe prizoniad brezel ha lezet da vont diwar intruduStrollad Broadel Breizh (SBB). E-pad ar brezel e emezelas gant ar SBB kent bezañ skarzhet kuit gant Remont ar Porzh. E Roazhon e voe toullbac'het un nebeud sizhunvezioù kent bezañ lezet da vont.
Krouiñ a reas Koun Breizh e 1954, kevarzhe evit difenn ar glad hengounel ha brezhon. Raffig Tullou a grouas Skoed e 1966, kelaouenn Koun Breizh. Pennadoù a skrivas er c'helaouennoù L'Heure Bretonne ha Nemeton e-doug an Eil Brezel-bed.

Dre levezon Morvan Marchal ez eas Francis Bayer du Kern war ar studioù keltiek hag e kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouennNemeton gant Marchal ha Francis Bayer du Kern. E 1936 e savjont ar strollad drouizel Kredenn Geltiek Hollvedel ha Kevanvod Tud Donn. Ne c'hellent ket bezañ a-du gant Goursez Vreizh, renet gant Taldir rak ne felle ket da hemañ kaout un troc'h gant an Iliz katolik. Ur relijion nevezpagan a glaskent evel ma embannent en he anv. War-lerc'h ar brezel e reas anaoudegezh gant Goulven Pennaod hag e lakaas anezhañ da zont da vout pagan.

Oberennoù arzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresañ a reas pezhioù-arrebeuri keltiek ha breizhek arnevez e Roazhon. Gantañ e voe kizellet delwenn Nevenoe e Baen-Ballon e 1952 gant an isskrid "Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851". Ar blakenn-goun en enor da varkiz Pontkalleg a gaver en Naoned a gizellas ivez[1], war blasenn Bouffay. Ezel e voe eus ar strollad arzel Unvaniez ar Seiz Breur.
Adaozañ delwennoù a reas Raffig Tullou ivez.

Bout e voe sekretour diwezhañ Unvaniez ar Seiz Breur e 1944.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Georges Cadiou, Dictionnaire critique, historique et biographique Emsav, Coop Breizh, 2013. Pennad :Tullou, Rafig.(ISBN 978-2-84346-387-1)
  • Lionel Henr, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Tullou, Rafig.(ISBN 978-2-916879-59-7)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Plakenn-goun en enor da Pontkalleg (https://abp.bzh/photos/23/23086_4.jpg).
  2. (fr) Mirdi Orsay
  3. Delwenn Alan Varvek (https://abp.bzh/photos/36/36952_7.jpg).
  4. (fr) GENi