Mont d’an endalc’had

Pourc'hoad

Eus Wikipedia
Ar Porc'hoed e-kreiz Breizh.

Pourc'hoad, pe ar Porc'hoed pe c'hoazh ar Poutrekoed[1] (Porhoët hervez ar stumm ofisiel gallek), zo ur vroig e kreiz Breizh, a bep tu d'ar stêr Oud, adstêr d'ar Gwilun war e lez dehoù.

Dont a ra an anv eus ar ger Poutrecoet (pou-tre-koed, « ar vro dre/a-dreuz ar c'hoad »), ur goadeg vras a zo bet eno ha diaes e oa da dreuziñ[2]. Pagus trans sylvam e oa e latin. Troet eo an anv da Porhoët/Pourc'hoad.

Graet e veze an anv-se eus :

Beskontelezh Pourc'hoad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beskontelezh Pourc'hoad zo diazezet war ur berc'henniezh e kornôg kontelezh Roazhon gant ar beskont Eudon (pe Eudes e galleg) meneget e 987 en amzer Konan Iañ. Ur veskontelezh e oa a-benn an XIvet kantved, enni ouzhpenn 140 parrez ha tost da 4 000 km². Kentañ beskont a anavezer e oa Gwethenoc (Gwezhenneg), an hini a savas ur voudenn e Château-Trô (Kastell-Tro?) e kumun Gwiler-Porc'hoed (Guilliers e galleg), a zo anv anezhañ en 1008 en amzer an dug Jafrez Iañ.

E vab Josselin ("Gauzlin") eo an hini a savas kastell Josilin, anv ar gêr en-dro dezhañ. Pa weler ur Brezhon, anvet Gwezhenneg, o lakaat e vab Gauzlin (Josselin), un anv frankek, hag ar mab-bihan Eudon, un anv frankek arall, ha pa ouzer int anvioù eus tiegezh frank ar Rorgonizien, e c'haller soñjal e oant deuet da vout kerent dezho, dre zimeziñ da verc'hed an tiegezh.

Banniel anofisiel.

N'eus banniel ofisiel ebet evit ar Porc'hoed, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez, ne reer ket kalz gantañ avat.

  1. "Porc'hoed" war al lec'hienn devri.bzh, "Poutrekoed" kavet e-barzh Istoér Breih pé hanes er Vretoned. Molladen saùet get en dastumaden Dihunamb én Oriant, 1910.
  2. Claude Capelle, Études et recherches gallèses 2 : le gallo et les langues celtiques, 1988
  3. « Mais aucun de ces territoires ne correspond aux limites féodales de la vicomté de Porhoët. » Ils sont fous ces Bretons, Erwan Vallerie, p. 119.