Niccolò Machiavelli
Niccolò Machiavelli (pe Niccolò di Bernardo dei Machiavelli hervez e anv gwirion) a oa un diplomat italian eus Republik Firenze er XVIvet kantved, hag ur skrivagner, ur barzh hag ur soner. Ganet eo d'an 3 a viz Mae 1469 en ur gêriadennig nepell diouzh Firenze ha marvet d'an 21 a viz Even 1527.
Savet en deus arnodskridoù politikel ha pezhioù-c'hoari. Ul levezon bras en deus bet en Azginivelezh italian hag en istor ar mennozhioù a-drugarez d'e skridoù politikel diwar-benn an darempredoù etrevroadel gant e levr « Ar Priñs », hag en istor ar republikanouriezh gant e levr all, « Prederiadennoù diwar-benn Titus Livius ».
Amzeriadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1469 Ganedigezh Macchiavelli e Firenze
- 1494 Marv Lorenzo de’ Medici
- 1495 Ar roue gall Charlez VIII e Firenze. Echu amzer ar Medici. Savet eo ar Republik e Firenze ha Girolamo Savonarola a ya e penn.
- 1498 Savonarole krouget ha devet dirak Palez an Aotrouniezh. Macchiavelli a grog gant ar bolitikerezh
- 1499 Kaset eo Macchiavelli evel kannadour da gaout Caterina Sforza.
- 1499-1500 Kaset da lez ar roue gall Loeiz XII
- 1501 Kaset da-gaout Cesare Borgia
- 1502 Kaset da-gaout Cesare Borgia adarre
- 1503 Muntradeg Sinigaglia
- 18 a viz Eost : marv ar pab Alesant VI, tad Cesare Borgia
- Beaj da Roma, evit anvidigezh ar pab nevez
- 1504 Eil beaj da Vro-C’hall
- 1506 Kaset adarre da Roma.
- 1507 Anvet da sekretour Milis Firenze
- 1509 Kaset da Alamagn
- Ober a ra war-dro brezel Pisa. Kaset da-gaout Masimilian.
- 1510 Trede beaj da Vro-C’hall
- 1512 Pevare beaj da Vro-C’hall. Prato lakaet en arigrap. Faezhet ar milis dindan urzhioù Macchiavelli.
- Distro ar re Medici e miz Gwengolo.
- Kuitaat ar galloud a ra Macchiavelli, goude m’en doa kinniget labourat evit ar re Medici.
- 1513 Aet war e leve. Harlu.
- 8 a viz C'hwevrer: toull-bac'h. Boureviadur.
- Krog eo da skrivañ « Il principe » hag al levr a-zivout Titus Livius.
- 1520 Echu skrivañ ar pezh-c'hoari « La Mandragora » (dizemglev zo diwar-benn ar bloavezh).
- 1525 Berzh a ra « La Mandragora », evel « Clizia », prestik war e lerc'h.
- 1526 Adkrog eo da labourat gant ar re Medici.
- 1527 Roma en arigrap gant lu an impalaer aostrian Karl V an Impalaeriezh Santel
- Adsavet ar Republik e Firenze
- Marv Macchiavelli.
Amzerioù diaes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niccolò Machiavelli a oa ganet e Firenze en ur familh eus an noblañs izel. Bevet en deus ur prantad teñval ha kriz eus istor Italia. Rannet e oa ar vro ha rivinet abalamour d'ar brezelioù etre ar c'hêrioù bras hag ar priñselezhioù. En amzer-hont e vez gwelet ar pab oc’h ober brezel ha kêrioù bras Italia o kouezhañ an eil war-lerc’h eben etre daouarn ar broioù estren, Spagn, Bro-C’hall, an Impalaeriezh Santel a bep eil.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Firenze, pa voe diskleriet ar republik, e teuas Machiavelli da vezañ sekretour ar gouarnamant republikan e 1498. Anvet e veze kannadourien da gas kefridioù diplomatek da benn, hag eñ a voe unan anezho. Evel-se eo e kejas gant Cesare Borgia ha Leonardo da Vinci, hag ivez ar roue gall Loeiz XII hag an impalaer Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel.
Met e 1512 e kouezhas ar republik hag e tistroas ar familh Medici d'ar galloud, ma voe dic'hopret Macchiaveli, tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en un irienn ha toull-bac'het e voe un nebeud mizioù.
Pa voe dieubet Niccolò Machiavelli e voe ret dezhañ mont en harlu. Mont a reas da chom da San Casciano hag eno e savas e arnodskrid brudetañ, "Il Principe" (1513) a-benn profañ anezhañ d'ar Medici nevez-erruet er galloud. Ne vo embannet al levr nemet e 1532, goude e varv.
Goude ur prantadig servij evit ar Medici e voe skarzhet eus an aozadurioù melestradurel en-dro. Mervel a reas un nebeut amzer goude.
Mennozioù pouezus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stad: Termenet en ur ster arnevez evel ensavidigezh ar galloud riek, evel ur galloudegezh hag ur riez riek.
Fortuna: Un hollad elfennoù ha degouezhioù luziek, lieselfennek, hefiñv ha kefluskus a lak mab-den da vezañ gwan ma n'implij ket er pennad-amzer mat an elfenn vat: al lank a-vad d'an intrudu her hag hardizh.
Ar Priñs: Ar pennroue hag a lak e pleustr hag a akuit ar gwir galloud.
Ar widre: Doare speredek ha fin a-benn regemer ha drougimplij. Stumm efedusañ an nerzh. Nerzh implijet gant ar priñs a-benn derc'hel ar galloud.
Ar Virtù: Arabat kemmeskañ gant kentañ ster ar ger "vertuz", perzh mat un den fur ha kement'zo. Termen a ra nerzh-youl an ijinerezh hag an herregezh en oberadur, ar youl hag ar widre, an "ijin politikel" a-benn ar fin. An arz da zibab hervez ar "fortuna" an doareoù ober a-benn aotrouniañ degouezhioù ar "fortuna".
Preder Machiavelli
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dispartiet en deus Machiavelli mennozh ar riez diouzh mennozh an aferioù relijiel. Ur meizad gwirion ha fetis eo ar riez, estren d'ar bed sakr, hini ar relijion. Dizoleiñ a ra spesadelezh ar bolitikerezh hag ar galloud, diskrivet int evel ensavidigezhioù denel. En ur brederiañ diwar-benn ar galloud politikel fetis ha gwirion hag an doareoù implijet gant "ar priñs", en deus diazezet kudennoù pennañ ar bolitikerezh arnevez.
En hor bed, Machiavelli n'en deus ket brud vat. Alies kenañ e vez komzet eus ar "makiavelouriezh", eus ur gouarnamant "makiavelek", ar pezh a gomprenomp evel ganaz pe gorvigellek. Ar makiavelourezh a dermen emzalc'h un den a implijo n'eus forzh petra evit tizhout e bal. E gwirionez, n'eo ket Machiavelli en deus aliet pe krouet ar makiavelouriezh. Ar frazenn ken brudet evit bezañ bet skrivet pe laret gant Nicollò Machiavelli "An doare 'zo kantreizhet gant ar pal", n'eo ket e lavaradenn, met unan a zo bet lakaet war e gont. A-benn ar fin n'en deus graet nemet elfennañ ha kompren mekanikoù ar galloud hag an doareoù ma ya en-dro. Deskrivañ a ra ar c'hoarioù taer ha doareoù ober didruez ha boaz ar rieien. M'en deus c'hoant "ar priñs" da badout eo ret dezhañ bezañ war evezh ha ken taer hag e enebourien.
Met Machiavelli a zo, dreist pep tra, ur prederour arnevez rak arlakaat a ra mennoz ha meizad ar "Stad". Ur politikerezh gouez, ar c'henluzierezh, ar feulster, ar brezelioù, kement-se eo elfennoù pennañ ha pemdeziek buhez Italia an Azginivelezh. Rannet eo ar vro etre kêrioù dieub pe rouantelezhioù bihan, ha brezel dizehan etrezo. Feulster ha brezelioù e pep lec'h. Machiavelli a glask termeniñ petra ober a-enep an darvoudoù-se. Ha respont a ra eo gant ar "Stad" eo ret ober ha lakaat ar meizad-se e kreiz ar preder.
Krouer eus ar ger/meizad-mañ, implijet e vo en termenadur arnevez, ensavidigezh ur galloud riek. Ar "priñs" a zo personeladur ar "Stad", a-drugarez d'ar "priñs" e c'heller kaout un unander gwirion eus ar gevredigezh. Savidigezh ur stad gant ur "priñs" a zalc'h padelezh ha trebaderezh ar stad-mañ.
Klozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Machiavelli a zo un enhenter e-keñver ar preder politikel. Gantañ eo bet krouet ar skiantoù politikel arnevez, neptu, er-maez eus ar vuhezegezh. Lakaet en deus war-wel perzhioù dibar ar "Stad". Hervez Machiavelli e rank an nerzh politikel bezañ mestroniet en un doare heboell. An emzalc'hoù deskrivet gant Niccolò Machiavelli a rank bezañ dizalc'h diouzh n'eus forzh peseurt buhezegouriezh a ve. Kalz a bennoù-stad, pe rieien, er bed a hiziv c'hoazh, o deus diazezet o doareoù ren war breder Machiavelli: ur politikour n'en deus abeg ebet da vezañ ur buhezegour.
Met n'eo ket abalamour da se eo ret krediñ ne vez implijet al levr hag oberenn an den nemet gant faskourien. Oberenn Machiavelli a zo bet skrivet evit labourat da sevel unvaniezh politikel Bro-Italia, war uhel-mennad ur republik italian dizalc'h diouzh galloud an Iliz katolik ha savet war batrom republikoù an Henamzer.
Ret eo derc'hel soñj eus lavarenn Jean-Jacques Rousseau: "En ur ober van da reiñ kentelioù d'ar vac'homerien en deus roet kentelioù bras d'ar bobl. Levr ar republikaned eo Il Principe ".
Skrivet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Adlavarout a rin n’eus netra boutinoc’h eget ar boaz da ganañ meuleudi d’an tremened ha da gontañ droug diwar-benn an amzer-vremañ".
Oberennoù Niccolò Machiavelli
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Discorsi sopra la prima deca di Tito Livio, 3 levrenn, 1512-1517
- Il Principe, 1513 (Ar Priñs), embannet e 1532.
Levrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Discorso sopra le cose di Pisa, 1499
- Del modo di trattare i popoli della Valdichiana ribellati, 1502
- Del modo tenuto dal duca Valentino nell’ammazzare Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, etc., 1502
- Discorso sopra la provisione del danaro, 1502
- Decennale primo, 1506
- Ritratti delle cose dell’Alemagna, 1508-1512
- Decennale secondo 1509
- Ritratti delle cose di Francia, 1510
- Andria, pezh-c'hoari troet diwar Terentius, 1513 (?)
- Mandragola, 1513.
- Della lingua, (diviz), 1514
- Clizia, pezh-c'hoari, 1515 (?)
- Belfagor arcidiavolo, 1515
- Asino d’oro, 1517
- Dell’arte della guerra, 1519-1520
- Discorso sopra il riformare lo stato di Firenze, 1520
- Sommario delle cose della città di Lucca, 1520
- Vita di Castruccio Castracani da Lucca, 1520
- Istorie fiorentine, 8 levr, 1521-1525
- Frammenti storici, 1525.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Then and now (Neuze ha Bremañ), romant Somerset Maugham, diwar-benn kannadiezh Machiavelli da-gaout Cesare Borgia, hag an doare ma voe savet e bezh-c'hoari Mandragola ("ar vandragon"). Anv ar romant, a oa Plus ça change en embannadur gallek 1949, a zo deuet da vezañ La Mandragore ("ar vandragon"), anv pezh-c'hoari Machiavelli, e 1991.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Il Principe er MetaLibri Digital Library.