Marat Samsonov
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia |
Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Anv-bihan | Marat |
Anv-familh | Samsonov |
Deiziad ganedigezh | 22 Meu 1925 |
Lec'h ganedigezh | Irkoutsk |
Deiziad ar marv | 7 Gen 2013 |
Lec'h ar marv | Moskov |
Lec'h douaridigezh | Troyekurovskoye cemetery |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
Micher | livour |
Grad milourel | Koronal |
Brezel | Talbenn ar Reter |
Tachenn | military art |
Prizioù resevet | Urzh ar Steredenn Ruz, Medal "For Battle Merit", People's Painter of the RSFSR |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Marat Ivanovitch Samsonov ganet d'an 22 a viz Meurzh 1925 en Irkoutsk hag aet da Anaon e 2013 e Moskov, a oa ur milour, ul livour ha kizeller rusian. Brudet eo bet evel livour eus an Eil brezel-bed war dachenn Talbenn ar Reter. Un arzour marksour anezhañ, un dodenn en devoa hag a oa ar maouezed e-kerzh ar brezel. Savet en devoa un heuliad taolennoù gant an titl « Maouezed rusian ». E-touez ar re-se emañ Sister of Mercy [1]
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Samsonov a zo ganet en Irkoutsk e 1925. Mab e oa d'ar c'homandant Ivan Vasilyevich Samsonov, marvet e 1944 e-kerzh Seziz Leningrad. Ar familh a oa bet a warnizon da warnizon dre an URSS, se gant ar fed e oa bountet war an izili da dresañ en doa roet awen d'e c'hoant bezañ arzour. Evel an tad e oa deuet da vezañ milour met hep disoñjal e c'hoantoù da vezañ un arzour un deiz bennak. Kemeret en doa perzh en un toullad emgannoù war an talbenn betek kemer perzh e Dibunadeg an Trec'h e Moskov e fin ar brezel. Diplomet eo eus Skol vilourel teknikel Kalinine 1946. Deuet e oa a-benn da vezañ degemeret en Akademiezh an Arzoù ha dont da vezañ ul livour puilh. A-bep seurt temoù a zo bet livet gantañ, dreist-holl reoù brezel hag istorel (Emgann Stalingrad, al Lu Ruz o stourm en Eil Brezel-bed, Brezel Vietnam, Brezel Afghanistan) met ivez ar gwirvoud sokialour ha betek poltredoù noaz [2]. Un dodenn a oa gantañ hag a oa hini ar maouezed hag o flas er gevredigezh ha dreist-holl e-kerzh ar brezelioù.
Evel milour en doa tizhet ar renk a goronal a-raok mont war e leve.
Eus e zaou veaj da Vietnam e-pad ar brezel en doa savet 200 tresadenn, ul lod anezho a vo adsavet evel livadurioù. Bet e oa bet o veajiñ dre URSS koulz hag e broioù all evel e Bulgaria, Hungaria, Mongolia, Italia, Bro-C'hall ha Bro-Spagn.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vab en deus bet, Aleksandr Samsonov hag Aleksei Grekov.
Oberennoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sasha Chekalin, 1955
- Ar c'heginer, 1959
Heuliad taolennoù « Maouezed rusian »
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- C'hoar an drugar, livadur 1954
- Hentoù ar brezel, 1973
Politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikita Khrushchev gant Fidel Castro, e-tro 1960
Buhez pemdez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al livour yaouank, 1949
- Peizantezed yaouank vietnamamian, 1962
Kizelladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kizelladenn ramzel Nikolaï Joukov