Irkoutsk
Irkoutsk (Иркутск e rusianeg, distaget [ɪrˈkutsk]) a zo unan eus kêrioù brasañ Siberia. Pennlec'h Oblast Irkoutsk eo ha 606 137 a dud a oa o vevañ enni e 2013.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Irkoutsk 55 km eus ribloù Su al Lenn Baikal ha 182 km eus an harzoù gant Mongolia. E kember ar stêrioù Angara hag Irkout emañ, tennañ a ra he anv eus ar stêr diwezhañ-mañ.
Graet eo ar vro gant torgennoù goloet gant taiga Siberia ar reter, pa'z eo gweledva Siberia ar c'hôrnog ur stepenn digor ha kompez.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'hontouer evit ober kenwerzh ar feurioù gant ar vBouriated a voe savet e 1652. En em staliañ a reas Kozaked eno. Statud ur gêr a voe roet da Irkoutsk e 1686. Ezporzhiet e veze aour, ivor ar vammouted ha sebelinez da Vro-Sina.
Er XIXvet kantved e teue kalz marc'hadourien ha klaskerien aour da glask dastum danvez. An Tsared a gase ar brizonidi hag an eneberien bolitikel da labourat er houarnegi . Un tan-gwall a zistrujas ar gêr e 1879 hag adsavet e voe gant tiez e mein. E 1917 e c'hoarvezas stourmoù gwadek etre ar re wenn hag ar re ruz. Andishaet e oa Aleksandr Koltchak, penn an arme enepbolchevik, e Irkoutsk e 1920.
Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre un hin izarktikel ha kevandirel emañ Irkoutsk. Miz Gouere eo an hini tommañ (gwerzverk keitat 18°C) ha miz Genver an hini yenañ (gwerzverk keitat -19°C).
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bet ganet en Irkoutsk :
- Valéry Inkijinoff (1895-1973) aktour gall
- Mikhail Romm (1901-1971) filmaozer
- Natalia Saz (1903-1993), leurennerez
- Rudolf Noureev (1938-1993) dañsour steredenn, korollour
- Andrei Guelassimov (1965–) skrivagner
- Ivan Vyrypaev (1974–) senariour, leurenner, filmaozer, aktour
- Daria Dmitrieva (1993–) jiminasour
- Nina Kraviz (1981–) disk jockey
- Denis Matsouiev (1975-) pianoour
Bet marvet en Irkoutsk :
- Ivan Alexandrovitch Khoudiakov (1842-1876) folklorour ha dispac'hour