C'hoar an drugar
Neuz
Sister of Mercy (ruseg : Сестра милосердия Sestra miloserdiya "C'hoar an Drugar") zo un daolenn bet livet e 1954 gant ar Rus Marat Samsonov (1925-2013). A-wechoù e vez berraet anv an daolenn gant ar stumm Sister.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar "maouezed er brezel" a oa bet un dodenn hollbouezus evit Samsonov. Savet en devoa un heuliad taolennoù gant an titl « Maouezed rusian ». E-touez ar re-se emañ Sister of Mercy[1].
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bras eo an daolenn : 138 × 111 cm[2]. Gwelet a reer ur glañvdiourez-vrezel soviedat o tougen ur soudard gloazet ha dallet gant e armoù dre un dachenn emgann.[3]. Taolennet eo ar feulster war dachenn Talbenn ar Reter en Eil Brezel-bed en Europa dre an dremmva hag a zo unan kriz gant ur c'hanol distrujet, erc'h druz ha bolodoù war al leur.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Marat Samsonov: The Record of War'. Kavet : 10/01/2024.
- ↑ (en) 'The Tretyakov Gallery magazine'. Kavet : 10/01/2024.
- ↑ (en) An daolenn. Kavet : 10/01/2024.