Mont d’an endalc’had

Llanddewibrefi

Eus Wikipedia
Ur pennad Llanddewi zo ivez.
Iliz sant Dewi, e Llanddewibrefi

Llanddewibrefi zo ur gêr vihan e reter Ceredigion, er c'hreisteiz da Dregaron. Savet e voe war-dro ar VIvet kantved. War-dro 500 a dud zo o vevañ eno.

Anvet eo evel-se en enor da sant Dewi, evel al lec'hioù all anvet Llanddewi, hag amañ eo resisaet gant anv ar stêr Brefi, unan eus adstêrioù ar stêr Teifi.

Daoust ma n'eo ket bras Llanddewibrefi he deus bet ar geriadenn-se ur pouez bras en istor ar gristeniezh e Kembre. Hervez ar richenn e voe bodet gant sant Dewi ur sened-iliz eno, sened Brefi. Kontañ a reer e savas an douar el lec'h ma oa sant Dewi evit ma c'hallfe bezañ gwelet ha klevet gant an holl dud a oa bodet eno. War an dorgenn stummet evel-se e voe savet un iliz. Unan eus parrezioù brasañ Kembre eo Llanddewibrefi.

E 2011 e oa 640 a dud o chom e kumuniezh Llanddewibrefi ha 347 anezho a oa kembraegerien (56%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..