Mont d’an endalc’had

Llanwnnen

Eus Wikipedia

Llanwnnen zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kontelezh Ceredigion. Emañ e traoñienn ar stêr Teifi, er c'hornôg da Llanbedr Pont Steffan. Gouestlet eo an iliz da santez Gwnnen.

Ar barzh Daniel Evans (Daniel Ddu o Geredigion) (1792-1846) a dremenas ul lodenn vat eus e vuhez e Llanwnnen.

E 2011 e oa 490 a dud o chom e kumuniezh Llanwnnen ha 307 anezho a oa kembraegerien (65,2%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..