Mont d’an endalc’had

Pontarfynach

Eus Wikipedia
An tri font, e Pontarfynach

Pontarfynach (Devil's Bridge e saozneg) zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh eus Ceredigion, e kornôg Kembre, savet war lez ar stêr Mynach, nepell diouzh he c'hember gant ar stêr Rheidol.

Menec'h abati Ystrad Fflur a savas ar pont kentañ er Grennamzer. Daou bont all a voe savet war-c'horre, ken ez eus tri font bremañ. Pontarfynach eo dibenn al linennig hent-houarn a zeu eus Aberystwyth, e traoñienn ar stêr Rheidol.