Ponterwyd

"Yr Hen Bont", « ar pont kozh », war ar stêr Rheidol.
Ponterwyd zo ur gêr vihan e menezioù Ceredigion, un 20 km bennak er reter da Aberystwyth, war an hent etre ar gêr-se ha Llangurig. En hanternoz da Bonterwyd emañ pikernioù Pumlumon. Ar stêr Rheidol zo o redek er c'hreisteiz d'ar gêriadenn.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mengleuzioù a oa gwechall tro-war-dro Ponterwyd. Ur vengleuz arc'hant, a oa e Llywernog, zo bet treuzfurmet en ur mirdi.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar c'heltiegour John Rhŷs, bet kelenner e skol-veur Oxford, a oa bet ganet e-kichen Ponterwyd e 1840.