Tal-y-bont (Ceredigion)




Ur vourc'h vihan eo Tal-y-bont, e Ceredigion e Kembre, tost da Aberystwyth. Brudet eo abalamour da Y Lolfa (Ar Saloñs), un ti-embann ha ti-moullañ. Brudet eo evel ti-embann kembraek, met embann a ra ivez levrioù saoznek, diwar-benn Kembre dreist-holl.
Brudet eo ivez evel chomlec'h Mihangel Morgan, ur skrivagner kembraek.
Etre Aberystwyth ha Machynlleth, war an A487, emañ. Div stêr zo: Afon Leri hag Afon Ceulan hag un dorgenn, Ceulan Maes-mawr (383m).
Gwechall e oa 15 stal, daou di-bank ha div chapel hag un iliz er vourc'h. Bremañ n'eus nemet div davarn e Tal-y-bont, ar Llew Gwyn hag ar Llew Du. Ur skol gembraek eo Ysgol Gynradd Gymunedol Tal-y-bont gant 100 skoliad etre 4 hag 11 oad. Kazetenn a-youl-vat ar vourc'h eo ar Papur Pawb, e kembraeg penn-da-benn.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J. J. Williams (barzh)
- Ruth Jên, livourez
- Mihangel Morgan