Mont d’an endalc’had

Ystumtuen

Eus Wikipedia
Llyn yr Oerfa, e-kichen Ystumtuen.

Ur gêriadenn eus Kembre eo Ystumtuen e hanternoz Kontelezh Ceredigion, un trizek kilometr er reter da Aberystwyth, en torgennoù etre Ponterwyd ha Pontarfynach.

Gant Ponterwyd ez a d'ober kumuniezh Blaenrheidol.

Dont a rafe anv ar gêriadenn eus ur pleg (ystum) en Afon Tuen. Ruilhal a ra an nant-se da vetek an Afon Rheidol, un 800 m bennak e kreisteiz ar gêriadenn. Hervez ar yezhour R. J. Thomas e talvez tuen kement ha "nant yn rhedeg hyd lechwedd serth" (diwar ar wrizienn tu- "ochr", cf. 'tuedd')[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. R. J. Thomas, Enwau afonydd a nentydd Cymru (Kerdiz, 1938), 126 p.