Mont d’an endalc’had

Llan-non (Ceredigion)

Eus Wikipedia
  • Meur a lec'h zo anvet Llan-non e Kembre.
Llan-non

Llan-non (skrivet "Llan Non" a-wechoù ; Llanon e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e Ceredigion. Emañ war ribl Bae Ceredigion, e-kichen Llansantffraid, nepell ivez diouzh Aberaeron.

Dont a ra anv ar gêriadenn hag ar barrez eus anv santez Nonn, mamm sant Dewi. Desavet e oa bet ar paotrig e Llan-non, hervez a gonter.

E-kichen Llan-non emañ peulvan uhelañ Ceredigion (4,6 metr a uhelder).

Poblet eo Llan-non gant 5 270 a dud (e 2011). Tost da div drederenn anezho zo kembraegerien (64,2% e 2011).