Tregaron

Tregaron zo ur gêr vihan e Ceredigion, e-kreiz Kembre, war lez ar stêr Brenig, un adstêr d'an Teifi. Hervez niveradeg 2001, e oa annezet Tregaron gant 1.183 a dud. En niveradeg-se e weler ivez e vez komzet kembraeg gant 68,8% eus an dud.
Gevellet eo Tregaron gant Plouvien, e Bro-Leon.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henry Richard, bet kannad er C'humunioù ha stourmer evit ar peoc'h en XIXvet kantved.
- Twm Siôn Cati, "Robin ar C'hoadoù" Kembre, marvet e 1609.