Cross Inn (kreiz Ceredigion)

Eus Wikipedia
Ur pennad Cross Inn zo ivez.

Cross Inn zo ur gêriadenn vihan e kreiz Ceredigion, e kumuniezh Dyffryn Arth. Emañ er reter da Aberaeron hag er c'hreisteiz da Aberystwyth. Dont a ra anv ar gêriadenn eus hini un davarn ("inn" e saozneg) en ur c'hroashent ("cross").

En-dro da g-Cross Inn emañ kêriadennoù Nebo, en hanternoz, ha Bethania, er reter. Er c'hornôg emañ torgennoù Y Mynydd Bach.