Mont d’an endalc’had

Levr yaouankiz vrezhonek

Eus Wikipedia

Savet e vez ul levr yaouankiz brezhonek a-ratozh evit degas deskadurezh pe diduamantoù d’an dud yaouank vrezhoneger. Darn al levrioù evit ar yaouankizoù brezhonek a c’hell bezañ divyezhek galleg-brezhoneg. E 1942 e skrivas Roparz Hemon : « E-pad ar c’hantved diweza, n'eus ket kalz a dud a vije deut en o fenn ar menoz da embann levriou savet a-ratoz evit ar yaouankiz. Al levriou brezonek a veze graet neuze evit an holl. »[1]. Ha lakaat a rae war wel e oa bet savet al levr brezhonek kentañ evit ar re yaouank e 1801[2]. E-pad pell e voe savet levrioù yaouankiz nemet evit kenteliañ d’ar re yaouank, evit lakaat anezho da zeskiñ pe ar relijion kristen, pe o reiñ anaoudegezhioù. Un dra nevez a-walc’h eo sevel lennegezh yaouankiz e brezhoneg[3].

Evit neuz hag endalc’h al levrioù yaouankiz brezhonek, it da Lennegezh yaouankiz vrezhonek

Er bloaz 1800 ec'h embannas Tangi ar Yaouank, ur skolaer e Plabenneg, an dornlevr divyezhek kentañ dezhañ ar pal lakaat an dud yaouank (pe get) da zeskiñ penaos komz galleg ; reizh eo titl gallek an dorlevr, hag ur ur meskaj yezhoù zo en titl brezhonek : Rudiment du Finistère, composé en français et mis en breton, pour apprendre facilement et en peu de temps, à parler, à lire et à écrire correctement, comme un Grammairien / Rudimant eus ar Finister, composet e gallec ha laqueat e brezonec, evit desqui facilamant hac e nebeut amzer, da barlant, da lenn ha da scriva correctamant, evel ur grammairien. Embannet e voe e Brest gant B. Malassis ha moullet eno gant Gauchlet[4].

Ur remziad pelloc’h, ur skolaer all, Eozen Mari Poullaoueg (1798-1849), anvet war-dro 1819 e skol Lokournan, a savas un dornlevr titlet Fœçoun neves evit disqui lenn e ber amzer, gant ma vezo heuliet ar brononciation naturel eus al lizerennou, moullet 1500 skouerenn anezhañ gant an ti-moullañ Lefournier e Brest, 1829[5]. Ha pa oa kenderv-bihan da Yann-Frañsez ar Gonideg, ne heulias ket ervenn an doare-skrivañ reizhet.

E 1864, ar beleg Jakez Perrot, person Taole, a embannas ur geriadur galleg-brezhoneg evit ar skolioù bihan titlet Dictionnaire abrégé ou vocabulaire breton et français, embannet war pajennoù 80-180 ar Manuel à l'usage des écoles primaires de la campagne bet moullet e Brest (Lefournier) ha Kemper (Salaun) ; teir embannadur da nebeutañ a voe[6].

Jozef Mari Toulleg (1826-1891, hag eñ ur skolaer republikan en Uhelgoad, a savas daou zornlevr : unan evit deskiñ galleg dre ar brezhoneg (Manuel breton-français classé par ordre de matières à l'usage des écoles primaires rendant facile et rapide l'étude du français, Chavignaud, Kastellin, 1858) hag unan all evit ar jedoniezh (Manuel breton français . . . suivi d'une série de problèmes pour préparer les élèves à la version et leur faire comprendre le calcul, Chavignaud, Kastellin ha Montroulez, 1862)[7].

N’eus nemet al lenneg ha yezhoniour gouiziek Emil Ernod a gredas kinnig ma vefe desket latin dre ar brezhoneg, ken e lakaas embann Ar Groaz Doue, pe levrig an A B C’H evit diski lenn e brezonek hag e latin (Prudhomme, Sant-Brieg, 1899)[8].

Ur skolaer kristen, Breur Constantius (Jean-Marie Apprioual, 1842-1906), p’edo o ren skol gristen Landivizio, a gavas amzer evit lakaat embann Kenteliou brezhonek da drei e gallek (Kerangal, Kemper, 1899), un dornlevr evit ar skoliad, ha Kentelioù brezounek troet e gallek (Lafolye, Gwened, 1900) da vezañ implijet gant ar vistri-skol[9].

Ar c'hentañ geriadur brezhoneg-galleg savet evit ar vugale a voe savet gant Prosper Colin (1879-1948), ur c'hure bet skolaer e Plabenneg ; eno e savas e Vocabulaire breton-français, cours élémentaire (Ar Gwaziou, Kemper, 1922)[10].

Ur beleg all, Victor Le Bozec (1885-1951, a implijas ar skiant-prenet en doa tapet e skol ar Galon Sakr, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem evit sevel Le français par le breton : méthode bilingue, cours préparatoire’’ (Thomas, Gwengamp, 1933, 148 p.)[11].

Ne c'heller ket lakaat e-touez al levrioù yaouankiz doare brezhonek Danevellou a Vreiz’’[12] a yeas er-maezh e 1922 pa ne voe ket savet evito o vezañ ma voe kentañ levr kaer (pe levr arz) moullet e brezhoneg, hag e teuas war wel kentañ levr yaouankiz lennegel diwar un intrudu digant pennoù Gwalarn e 1927, Priñsezig an Dour’’troet diwar an oberour alamaneg G. Th. Rothmans.

Lommig gant Pêr Peron ha Youenn Drezen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keit Vimp Bev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levr yaouankiz ar XXI kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roparz Hemon, "Levrioù evit ar yaouankiz ». E-barzh Arvor, niv. 55, 25 Genver 1942.
  • Marie-Joëlle Letourneur, « L'édition bretonne : des caractéristiques identitaires et patrimoniales fortes ». E-barzh Jean Foucault, Michel Manson, Luc Pinhas, L'édition de jeunesse francophone face à la mondialisation, Pariz, L'Harmattan, mars 2010, 302 p. (ISBN 9782296111929)

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roparz Hemon : Levriou evit ar yaouankiz, en Arvor, niv. 55, 25 Genver 1942, pp. 1-2.
  2. Roparz Hemon, Levrioù evit ar yaouankiz, Arvor, niv. 55, 25 Genver 1924.
  3. Priñsezig an Dour, gant G. T. Rothman ('’Gwalarn, 1927), a seblant bezañ bet al levr yaouankiz brezhonek gentañ, met n’eo ket an hini kentañ savet e brezhoneg.
  4. Skol-veur Roazhon 2
  5. Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p.350 (ISBN 978-2-4368-0034-5)
  6. Lukian Raoul, 'Geriadur ar skrivagnerien…, pp. 340-341.
  7. Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien…, p. 398.
  8. Lukian Raoul, 'Geriadur ar skrivagnerien…, p. 103.
  9. Lukian Raoul, 'Geriadur ar skrivagnerien…, p. 20.
  10. Lukian Raoul, 'Geriadur ar skrivagnerien…, p. 71.
  11. Lukian Raoul, 'Geriadur ar skrivagnerien…, p. 198.
  12. Adrian Karne, Danevellou a Vreiz, skeudennet gant Maurice de Becque, Pariz, Ti-embann ar Gwenan aour, 1922. BNF Merk 2017-225820.