Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Levr yaouankiz vrezhonek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kinnig a ran lakaat "Levrioù brezhonek evit ar yaouankiz" evel titl. Llydawr (kaozeal) 5 Her 2024 da 16:36 (UTC)[respont]

Lennegezh yaouankiz vrezhonek a vefe gwelloc'h c'hoazh ("Lennegezh yaouankiz" : TermOfis). 2A01:CB08:8760:C700:8C45:F551:2B4C:71DB 22 Du 2024 da 11:19 (UTC)[respont]
N’eo ket kevatal levr ha lennegezh. Pa ‘z eus kaoz eus al levr ez tleer ober gant an teknologiezhoù fardañ. Al lennegezh a bled gant an endalc’h nemetken.
Titloù ar pennadoù a dlee bezañ en unander, pa n’eus ket un abeg resis d’ober a-hent-all. Ch. Rogel (kaozeal) 22 Du 2024 da 23:19 (UTC)[respont]
Titloù ar pennadoù a dle bezañ e brezhoneg yac'h. An titloù gwellañ eo ar re a ro da gompren diouzhtu diwar-benn petra eo ar pennadoù. Diouzh a gomprenan ez eo ur pennad diwar-benn al levrioù brezhonek evit ar yaouankiz. Alese an titl a ginnigan, e brezhoneg reizh hag aes da gompren. Petra a soñj an dud all ? --Llydawr (kaozeal) 26 Du 2024 da 14:46 (UTC)--[respont]
Bez ez eus un dro-lavar e pep yezh a zo e anv « levr yaouankiz «  (livre (de) jeunesse » e galleg). Perak e vije kemplesoc’h an dra-se e brezhonek ? Ne seblant ket bezañ brezhoneg pa ne vez ket klevet e diavaez metoù al levrioù a gavan haa vo staliet mat an dro-lavar ne vo ket mui posubl krediñ ez eus anv eus ar re yaouank a gomz brezhonek. Ch. Rogel (kaozeal) 26 Du 2024 da 15:14 (UTC)[respont]
{{fr}} « livre jeunesse » (a zo galleg "marketing") = {{en}} children's book, {{es}} libro para niños, {{ar}} الأطفال كتاب "levr evit ar vugale" hag all. Brezhoneg "marketing" ivez eo « Levr yaouankiz vrezhonek », a rankfe bezaén "Levr brezhonek evit ar yaouankizoù". 2A01:CB08:8760:C700:117C:631D:C62:3206 26 Du 2024 da 17:19 (UTC)[respont]
"yaouankiz/yaouankizoù" : ingal eo din. "Levrioù" el liester avat, rak n'eo ket eus ul levr ez eus anv hepken, met eus meur a hini. --Llydawr (kaozeal) 28 Du 2024 da 09:49 (UTC)[respont]
Dre vras e vez implijet al liester e titl ur pennad Wikipedia pa vez kaoz eus ur strollad a draoù resis, d.s. C'hoarezed Goadeg. A-hend-all e vez kaoz eus ur meiziad, en unander, d.s. Levr. Neuze e vefe mat ober gant levrioù, pe gwelloc’h roll al levrioù, ma vefe pal ar pennad renabliñ an holl levrioù brezhonek evit ar re yaouank, lennegezh evit ur pennad a-zivout an doare da skrivañ e brezhoneg evit ar yaouankiz, ha levr evit ur pennad diwar-benn ar meiziad eus levr brezhonek evit ar vugale. Huñvreüs (kaozeal) 28 Du 2024 da 10:40 (UTC)[respont]
Un druez eo droukveskañ "ar yaouankiz" (ur stad er vuhez) hag "ar yaouankizoù" (an dud hag a zo er stad-se). 2A01:CB08:8760:C700:C0F6:6AEA:5360:FC87 28 Du 2024 da 15:32 (UTC)[respont]
Ne gomprenan tra d’ar pezh a zo klasket abeg warni :
  • Ne dalvez ket ober gant un dro-lavar ken hir ha « levr evit ar yaouankiz "
  • Ne dalvez ket ober gant « yaouankizoù » pa vez al levrioù-se evit an dud er stad ma ‘z eur yaouank
  • Ret eo ober gant an unander : reolenn diazez, rak e vez anv eus ur rummad traezennoù, d. l. e. ar rummad levr
  • N’eo ket un afer marketing : ober a ra an dud a vicher gant troioù-lavar hep raganvioù evit bezañ efedusoc’h ha gounit amzer ha spas diouzh-se.
Siwazh, n’eo ket deuet ul levrier pe ul levraoueger da zispleg petra a weler war an dachenn. Ch. Rogel (kaozeal) 28 Du 2024 da 21:55 (UTC)[respont]
"n'eo ket deuet ul levrier" > "n'eus ket deuet ul levrier", e brezhoneg mat.
"rak e vez anv eus ur rummad traezennoù" > "rak anv zo eus ur rummad traezennoù", e brezhoneg mat
"ne gomprenan tra d'ar pezh a zo klasket abeg warni" > "ne gomprenan tra er pezh a zo klasket abeg ennañ", e brezhoneg mat.
Ha "levr yaouankiz vrezhonek" > levrioù brezhonek evit ar yaouankiz...
M'hon eus c'hoant da vezañ komprenet (mat), skrivomp (pe klaskomp skrivañ) brezhoneg mat. Llydawr (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 14:07 (UTC)[respont]
Degemer a ran mat ar reizhadennoù. Me oar mat e ran fazioù ingal. Hervez reolennoù dereadegezh ar Wikipedia, ret eo bezañ gwevn gant ar re a reont fazioù. Ha reizhañ ar re-se, ma karer ober.
Bezet pe vezet : Hag eo reizh "Levr yaounkiz brezhonek » pe get ? Evit tud a vicher, ret eo kaout troioù-lavar efedus evit espern plas er stalennoù, rolloù hag all. Ch. Rogel (kaozeal) 20 Kzu 2024 da 21:14 (UTC)[respont]