Landrevarzeg
Landrevarzeg | ||
---|---|---|
Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Landrévarzec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Brieg | |
Kod kumun | 29106 | |
Kod post | 29510 | |
Maer Amzer gefridi | Hervé Trellu 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemper Breizh ar C'hornôg | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 855 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 91 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 145 m bihanañ m — brasañ 42 m | |
Gorread | 20,32 km² | |
kemmañ ![]() |
Landrevarzeg a zo ur gumun eus Breizh e kanton Brieg e Bro C'hlazig.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Stêr Deir emañ Landrevarzeg.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En argant e deir zreustell en gul, eilet ouzh kab gant ur rodell kammell en sabel hebiaet gant peder brizhenn erminig ivez en sabel ; e c'hourem en glazur, karget gant nav fempdeliaouenn en aour.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1248 e voe meneget Landrevarzeg evit ar wech gentañ, krouet e parrez Brieg evel un drev eus abati Landevenneg.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Corgat, person, ha Bourbigo, kure, eus parrez Landrevarzeg, ha L'Abbé, kure trev Kilinenn[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 76 gwaz ag ar gumun, d.le. 4,93% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
- Fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 15 a viz Mezheven 1915 e Ferrières (Bro-C'hall)[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel ha kalvar Kilinenn.
- Iliz katolik Sant Gwenole.
- Monumant ar re varv (1914-1918), luc’hskeudennoù[6]. Dioueliet e voe d’an 28 a viz Meurzh 1921[7].
- Monumant ar re varv (1939-1945)[8].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[9].
Anvioù-lec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 10 a viz C'hwevrer 2006: a-unvouezh eo bet divizet gant ar c'huzul-kêr lakaat reizhañ skritur holl anvioù-lec'h ar gumun evit o skrivañ diouzh reolennoù ar brezhoneg. Da-heul ur studiadenn gant Daniel Kernalegenn bet kadarnaet gant Ofis ar Brezhoneg eo bet votet war roll ar stummoù nevez.
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 7 a viz Du 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1886: Pierre Marie Guellec, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer, kanolier bleiner er 1añ Rujumant Kanolierezh Drevadennel (1e RAC), fuzuilhet gant al lu gall d'ar 15 a viz Mezheven 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ e eFerrières (Bro-C'hall), evit «bezañ lazhet ur brigadier eus ar memes rujumant».
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Landrevarzeg war lec'hienn ar Gumuniezh Kumunioù
- (br) Landrevarzeg war lec'hienn Geobreizh
- Kelc'h keltiek Landrevarzeg
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Hervez dielloù ar gumun eo an deskrivadur ; hervez Froger ha Pressensé ez eo En argant, e deir zreustell en gul, eilet ouzh kab gant ur rodell kammell en aour hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel ; gourem ebet hervez Froger ha Pressensé.
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ [1]
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Lec'hienn Charnay-en-Beaujolais