Mont d’an endalc’had

Kolombia

Eus Wikipedia
República de Colombia
Republik Kolombia
Banniel Kolombia skoed-ardamez Kolombia
Banniel skoed-ardamez
Ger-stur : "Libertad y Orden"  (Spagnoleg)
"Frankiz hag Urzh"
Kan broadel: Oh, Gloria Inmarcesible!
Lec'hiadur Kolombia
Lec'hiadur Kolombia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Bogotá
4°39′N 72°3′W
Yezh(où) ofisiel Kastilhaneg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Juan Manuel Santos
Dizalc'hded diouzh Spagn 
 - Disklêriet 20 Gouere 1810 
 - Anavezet 7 Eost 1819 
Gorread
 - Hollad 1 138.910 km² (26vet)
 - Dour (%) 8,8
Poblañs
 - istimadur 2016 47 220 856 ()
 - niveradeg 2005 42 090502
 - Stankter 41/km² (161)
PDK (PGP) 2016 (istimadur)
 - Hollad $688 miliard (32vet)
 - Keidenn $14 100 (117vet)
FDD  (2016) 0,727 (krenn) (95vet)
Moneiz Peso (COP)
Gwerzhid-eur (UTC-5)
Kod kenrouedad .co
Kod pellgomz +57

Kolombia (spagnoleg : Colombia), ent-ofisiel Republik Kolombia (República de Colombia), zo ur vro e gwalarn Suamerika. Bogotá eo ar gêr-benn anezhi.
Ur vro ec'hon eo, ar 26vet hini er bed, ha poblet gant 47 milion a dud eo, an 30vet hini er bed.

Lies eo orinoù hec'h annezidi : amerindian, europat, afrikan. Brudet eo ar vro evit gounit kafe, bleunioù, emrodez, glaou ha tireoul. Kenderc'her kokain pennañ ar bed eo chomet e-pad pell, a-raok bezañ bet digresket ar produerezh abaoe un nebeud bloavezhioù.

E 1819 e oa bet disklêriet Kolombia dizalc'h diouzh Spagn. Kolombia vraz a vez graet anezhi, rak enni edo Kolombia a-vremañ, Panamá, Venezuela hag Ecuador.
Ur Republik prezidantel eo bremañ. Goude bloavezhioù a feulster eo stabilaet an traoù adalek 2010 war tachenn ar politikerezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.