Cauca (departamant)
Neuz
(Adkaset eus Cauca (Colombia))
Cauca zo unan eus an 32 zepartamant a zo e republik Kolombia. E mervent ar vro emañ ; en em astenn a ra etre aod ar Meurvor Habask hag an Andoù. Popayán eo ar gêr-benn, war lez ar stêr Cauca.
Arabat e ve droukveskañ gant an departamant amezek, Valle del Cauca, en hanternoz dezhañ.
Bez' ez eo departamant Cauca unan eus an departamantoù ma komzer c'hoazh yezhoù amerindian. An nasaeg hag ar gwambiaeg eo an div yezh amerindian a gomzer ar muiañ en departamant-se.