Mont d’an endalc’had

Koad Felger

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Koad Rous)
Koad Felger
Steudad veurvaenel e Koad Felger
Steudad veurvaenel e Koad Felger
Anv(ioù) all Koad Rous
Anv gallek Forêt de Fougères
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen
Kumun Kernoanig ha Landean
Statud Koadeg-domani
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 48° 23′ 37″ N, 1° 09′ 49″ K]
Gorread 1687,07 ha
Uhelderioù bihanañ 110 m — brasañ 184 m
Gwez Faou, derv, rousineged

Koad Felger, anvet ivez ar C'hoad Rous[1], a zo ur goadeg-domani hag en em astenn war 1687 hektar e kumunioù Kernoanig ha Landean e biz da Felger en Il-ha-Gwilen ha Bro-Roazhon[2]. Meret eo gant Ofis broadel ar c'hoadeier ha digor d'an holl.

Koadoù Felger, ar Perzh, Gwerc'h hag Arez a yae d'ober gwechall ur goadeg hepken etre ar Riedoned hag ar Genomaned, ur seurt marzioù kentañ etre Breizh, Maen hag Anjev[3].

Kalz a c'hlaouerien ha saboterien a laboure ennañ e-pad kantvedoù betek penn-kentañ an XXvet kantved.

Liesseurted ar vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummet eo ar goadeg evel TNLELP abaoe 1974. Renablet ez eus bet :

Bout 'zo ur faoueg digemmesk, ar pezh ne gaver nemet e tri c'hoad e Breizh[2].

Div lec'hienn veurvaenel a gaver er c'hoad :

Emañ selieroù Landean (Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1862)) e Norzh ar c'hoad ivez.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]