FK An Oriant

Eus Wikipedia
Football Kleub An Oriant Kreisteiz Breizh
Kêr an Oriant
Bro Breizh
Krouet e 1926
Stad
 - Digoret e
 - Niver a blasoù

Stad ar Voustoer
1959
18.500
Marevezhioù
 - Kevre 1
 - Kevre 2
 - Broadel

11
25
7
Gounezet 1 Kib Frañs
Prezidant Loic Fery
Gourdoner Sylvain Ripoll
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Er gêr
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Er-maez
https://www.fclorient.bzh/

FK An Oriant (Klub Football An Oriant Kreisteiz Breizh e anv klok, FKAO e stumm berr) a zo ur c'hleub mell-droad eus kêr an Oriant e Breizh hag a c'hoari e kevezadegoù Kevre Frañs ar Football. Ganet eo bet ar c'hleub e 1926. Savet e oa bet e penn kentañ evit divuziñ ar besketaerien hag war-lerc'h 40 vloaz e oa deuet da vout an FCL ur c'hleub a vicher. Pennoù Merluz eo o lesanv. Ar c'hentañ klub mell-droad a-vicher o sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ar skipailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1925 e teuas ar soñj d'an Itron Cuissard, merourez ur stal kokanier àr porzh an Oriant, sevel ur skipailh mell-droad evit divuziñ ar besketaerion. Anvet e voe ar c'hlub « Ar Morad Sportel ». Ur blez goude (e 1926) e kemm an anv da: « Football Klub An Oriant ». Krouidigezh gwir ar skipailh eo. Àr-lerc'h bout bet tremenet karour e c'hell ar c'hlub c'hoari kampionad Breizh. E-korf tri blez e erruont er c'hentañ rann. E 1932 hag e 1936 e erruont er c'hentañ plas. Met tri blez goude e teu an eil brezel hag ar bombezennoù àr An Oriant. Distrujet eo kêr An Oriant, met ur bagad c'hoarier a gendalc'h da c'hoari evit o flijadur. A-drugarez d'an dud–se e kendalc'h an FCL goude ar brezel. Sikouret eo ar c'hoarierion get donedigezh Antoine Cuissard, mab-bihan an Itron Cuissard. Ur c'hoarier a vicher ag an A.S.S.E (klub Sant-Stevan) ha skipailh Bro-C'hall, daet da adlakaat skipailh e vamm-gozh àr an hent mat. Krapat a ra ar c'hlub rannadoù dre rannadoù hag e 1948 emañ an FCL evit ar wech kentañ ag e istor e "Kampionad Karour Bro-Frañs" (Nationalhiriv an deiz).

1967-1995[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1967 emañ lakaet e pleustr ur c'hleub a vicher get an Aotrou Tomine hag Aotrou Fougères (Prezidanted ar c'hlub). E-pad dek vlez e chom an FCL en eil rann Bro C'hall (D2), met e 1977 e kouezh ar c'hlub en D3 en ur roiñ an dilez. E pemp blez e erru an FCL e DSR (Seizhvet rann) da lâret eo o deus diskennet ur rann bep blez. Georges Guénoum a gemer en-dro aferioù ar c'hlub hag ar presidentelezh. Adsevel a ra ur strollad teknikel hag ur skipailh prest da vont àr raok. Ar perzh a erru, dre ma krap ar skipailh kement a rannoù kollet get ar c'hlub pemp blez a-raok. E-korf c'hwec'h vlez e adkav ar c'hlub an D2 e 1985. Un taol-dreist eo. Met n'eo ket graet gete an diaesañ dre ma ra ar skipailh ur "krap-diskenn" e-pad dek vlez etre an D3 hag an D2. Ret e voe gortoz 1995 evit gwelet an FCL chom e D2 e-pad daou vlez.

1998-2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1998 e vez gwelet kentañ krapadenn An Oriant er c'hentañ rann. Met diaes eo an traoù evit ur c'hleub bihan, get ur budjed bihan ha get c'hoarierion tost dianavet, da chom e kreiz skipailhoù ken kreñv. Ar blez goude e vez adkavet, neuze, an FCL e D2. A-drugarez da gKristian Gourcuff, ar gourdoner, e adkav ar skipailh en-dro ar c'hentañ renk Bro-C'hall e 2001. Gounezet a vez get ar c'hlub "kip Bro-C'hall" e 2002 a-raok diskenn en-dro e D2. Goude pemp blez purgator, e adkavont c'hoarierion an FCL kentañ renk bro C'hall e 2006.

2006-2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal pennañ ar skipailh ur wech adpignet er renk kentañ a oa chom enni. Kroget eo mat an traoù evit ar c'hoarierion. Gounezet eo bet gete o c'hrogad kentañ e Pariz a enep ar PSG (klub ar c'hêr). Lañset eo an traoù. E-kerzh ar prantad c'hoari e vez trec'h Football klub An Oriant àr skipailhoù bras èl Naoned pe Marsilha. A-drugarez d'an disoc'hoù-mañ e chom skipailh An Oriant e rann kentañ evit ar maread 2007/2008. E 2007, pal ar skipailh, a zo chom e-kreiz skipailhoù brasañ Frañs. Ar pezh a vez graet en un doare fiskal. Gounezid a reont krogadoù a enep Monako, ar PSG ha skipailh Lyon. E fin ar c'houlz matchoù e vez lec'hiet an FKAO d'an dekvet plas. E fin ar c'houlz 2008/2009 e vez gouarnet an dekvet plas get ar c'hlub. Ur c'houlz mat eo bet evit c'hoarierion Kristen Gourcuff dre mard ro bet tizhet ar 45 poent àr-lerc'h 38 match. Hiriv an deiz e teu da vout Football Klub An Oriant ur skipailh a-bouez er rummad kentañ. Koupabl eo ar skipailh gounid a enep skipailhoù bras, da skouer an trec'h àr ar PSG 3-0 e Paris.

2016-2020[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskenn a ra er rann 2 e 2016, hag adkavout a ra ar c'hevre 1 e 2020.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe bloavezhioù e vez lakaet war-wel ar brezhoneg gant ar c'hlub, gant luganoù e brezhoneg war e zilhad da skouer.

Abaoe miz Gwengolo 2018 e vez skignet ar Bro gozh ma zadoù e stad ar Vouster, kanet a-raok ar c'hrogadoù gant Morwenn Le Normand. Lañset e vez ivez ar c'hrogadoù er mikro e brezhoneg hag e vez kinniget ganti kenteliouigoù brezhoneg e-pad ar prantad gortoz a-raok ar c'hrogadoù[1].

E miz Gouere 2019 ez eus bet sinet un emglev etre kluboù a-vicher evit lakaat war-wel identelezh Breizh da vare an derbioù. Hervez ar garta e vez ret kinniget milliadoù a Gwenn ha du d'an harpourien, pedet e vez ur bagad lec'hel da bep tro, hag e vez kanet pe skignet ar Bro Gozh ma zadoù[2]. Abaoe ar memes bloavezh, e vez kinniget gant ar c'hlub heuliañ an debrioù e brezhoneg war-eeun war ar rouedad sokial Twitter[1], hag e vez skignet pennadoù e brezhoneg war lec'hienn internet ar c'hlub[3].

En miz Genver 2024, eo bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar c'hlub. Deuet eo an FCL da vezañ ar c'hentañ klub mell-droad a-vicher o sinañ ar garta[1],[4].

Gwisk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwisk 1: Roched krez orañjez (tango) get linennoù du ha gwenn, bragoù du ha loeroù gwenn.
  • Gwisk 2: Roched gwenn get tammoù krez orañjez ha du, bragoù gwenn ha du ha loeroù orañjez.
  • Gwisk 3: Roched du get linennoù krez orañjez ha gwenn, bragoù du ha loeroù du.

Stad Yves Allainmat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1924 e vez savet park ar sportoù e kêr An Oriant. Tout ar c'hevredigezhioù sportel a implij anezhañ a-raok ar brezel. Etre 1940 ha 1945 e servij ar stad da renkiñ obuzioù an Alamaned. Àr-lerc'h trubuilhoù ar brezel e vez adsavet ar park. Ret eo gortoz 1959 evit gwelet savidigezh an tribun kentañ ha kemm an anv da Stad Yves Alamat. E 1959 e gont Stad Yves Allainamat, anvet ivez Stad ar Voustoer, 6000 plas. A drugarez d'ar grapadenn kentañ er rann uhelañ e vez brasaet ar stad betek kaout ur 16 000 plas bennak. Hiriv an deiz eo bet krapet an niver a blasoù da 18 500. A-lies e vez implijet stad ar Vostoer get Emvod ar Gelted evit an noziadoù burzhudus hag evit Kampionad ar bagadoù.

Gounidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kib Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Aet ar maout get an FKAO ur wech, e 2002

Kampionad Frañs an eil rummad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erruet eo skipailh An Oriant div wech d'an eil plas e 1998 ha 2001

Kib ar c'hevredad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Aet eo an FKAO betek ar gourfann e 2002

Ar c'hoarierion vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarierion An Oriant a zo bet gwelet hiriv an deiz èl c'hoarierion a-feson. Mar anezhe a zo tremenet en F.K.A.O, hiriv an deiz e c'hoariont er skipailhoù brasañ. En o mesk e vez kavet Fabrice Abriel (laosket en deus ur soñj vat d'ar suporterien àr-lerc'h tri frantad c'hoari), Bakary Koné (Kip ar c'hoarier gwellañ an eil rummad a oa aet getañ hag anvet a oa bet gwellañ merker e 2005) ha Karim Ziani (Kip ar c'hoarier gwellañ an eil rummad a oa aet getañ e 2006) e Klub Masilha.

Seydou Keita a zo tremenet en FKAO etre 2000 ha 2002. Hiriv an deiz emañ ar c'hoarier Malian e klub Barselona. Mikael Ciani ag ar c'hoari ar blez mañ get skipailh Bourdel ha get ar skipailh etrevroadel Frañs a zo tremenet en Oriant etre 2007 ha 2009. Ar blez-mañ e vez kavet c'hoarierion ag a zo anavet bras e bed ar mell-droad èl Olier Monterrubio, Kevin Gameiro, Marama Vahirua, Fabien Audard, Laurent Koscielny, Sigammary Diarra …

Skipailh ar maread 2009/2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouarnerion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difennourion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreizourion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Argaderion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gourdonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kristen Gourcuff[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1955 e kêr Hañveg, Kristen Gourcuff a zo bet dedennet get ar mell-droad a-baoe e vugaleaj. Desavet e Douarnenez, Gourcuff en deus kroget get ar mell-droad e Treboul e 1966 d'an oad a 11 vlez. E 1972 e vo kuitet ar "Gas Ys Treboul" kentañ evit mont d'ar Stad Roazhon. Etre 1974 ha 1982 e tremenay Kristen Gourcuff en US Berne, en A.R. Gwengamp, en F.K. Rouan, en F.K. "La Chaux de-Fonds" ur c'hleub a vro Suis, àr-raok sinañ e Football Klub An Oriant. En Oriant e krogay Kristen Gourguff da vout gourdoner/c'hoarier. Chom a ray e kêr ar pemp porzh betek 1986. Sinet a vo getañ e Klub ar Mañs hag en F.K. Plabennec a-raok adkavout an F.K.A.O. etre 1991 ha 2001 e giz gourdonner. E 2002 e vo sinet getañ e Stad Roazhon, met skarzhet a vo àr-lerc'h un hanter maread. Mont ray d'ober un dro e vro Gatar a-raok distroiñ en Oriant e 2003. Chomet eo abaoe. Sinet eo bet getañ betek 2014, mont a ra kuit neuze goude dizemglev gant e brezidant. Sylvain Ripoll, e eiler, a gemer e lec'h.

Gourdonerien gozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Ligue 1 2015 - 2016

GFC Aiacciu • Angers SCO • SC Bastìa • SM Caen • Girondins de Bordeaux • WR Gwengamp • Lille OSC • Olympique Lyonnais •
Olympique de Marseille • AS Monaco • Montpellier HSC • FK Naoned • OGC Nice • FK an Oriant • Paris SG •
Stade de Reims • Stad Roazhon • AS Saint-Étienne • Toulouse FC • ES Troyes AC